Nelson Mandela : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
+rummadoù
Linenn 5:
[[Restr:Mandela_minus_Clinton.jpg|thumb|right|200px|Nelson Mandela]]
 
'''Nelson Rolihlahla Mandela''' a zo bet ganet d'an [[18 a viz Gouhere]] [[1918]] e [[Mvezo]], e reter proviñs ar C’hab, e [[Suafrika]], ha marvet d'ar [[5 a viz Kerzu]] [[2013]] e [[Johannesburg]]). Anavezet eo eñ evit bezañ bet unan eus stourmerien bouezusañ a-enep sistem politikel an [[apartheid]] e Suafrika. Da c’houde eo bet prezidant Suafrika etre 1994 ha 1999.
 
E [[1944]] e teuas Nelson Mandela da vezañ ezel eus an [[African National Congress]] (ANC), evit stourm a-enep galloud politikel ar re wenn ha kudennoù ar gouennoù hag a oa dindan ar galloud politikel-se. Deuet eo da vezañ alvokad, kemer a reas perzh er stourm nann-feulz a-enep lezennoù an apartheid hag a oa bet lakaet e plas gant ar [[Parti National Afrikaner]], bet dilennet e 1948. E [[1960]] e voe difennet an ANC, ha paouezet e voe gant ar stourm nann-feulz peogwir ne oa ket a zisoc’hoù. Mandela a grouas neuze e 1961 stourm armet an ANC a zo anvet [[Umkhonto we Sizweg]]. Harzet e voe Mandela gant ar gouarnamant Su-Afrika gant sikour ar [[CIA]]. Kondaonet eo bet d’an toull-bac'h ha d’al labourioù ret betek fin e vuhez. Dont a reas da vezañ un den brudet er bed a-bezh, gant ur sikour bedel, anavezet eo dreist-holl goude dispac'h Soweto e miz Even 1976. Un arouez eo eus ar stourm evit ma vefe kevatal an holl, ha pa vefe disheñvel livioù o c'hrochen.
Linenn 69:
[[Rummad:Prezidanted Suafrika]]
[[Rummad:Pennoù-bras broadelour ar bed]]
[[Rummad:Priz Nobel ar Peoc'h]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1918]]
[[Rummad:Marvioù 2013]]
 
{{Liamm PuB|ca}}