Atlas linguistique de la Basse-Bretagne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
An '''''Atlas linguistique de la Basse-Bretagne''''' ("Atlas yezhoniel Breizh-Izel"; anavet ivez evel an ALBB) zo un dastumad kartennoù savet gant ar c'helenner skol-veur [[Pêr ar Rouz]] diwar an enklaskoù renet gantañ etre [[1911]] ha [[1920]], e 77 lec'h eus [[Breizh-Izel]]. Mont a ra 6 levrenn ha 600 kartenn d'ober an oberenn-mañ. Pep kartenn a ro troidigezhioù ur ger gallek hag an distagadur anezho, ha hini an deveradoù a-wezhioù. Embannet e oa al levrennoù diwezhañ dindan renerezh [[Frañsez Falc'hun]].
 
==Tud==
Kontañ a reer e reas an enklaskoù war varc'h-houarn. An dud aterset a veze dibabet gant skoazell skolaer ar gumun a ranke kavout:
*un den ouzhpenn 30 vloaz,
*ganet er gumun, hag e dud ivez
*bet o chom eno a-hed e vuhez (da virout ouzh "gwall" levezonoù)
*a gomzfe brezhoneg bemdez hag a oufe galleg ivez
*na oufe na lenn na skrivañ brezhoneg.
 
==Dielfennañ==
Dielfennet e vo an oberenn-mañ goude gant [[Kenneth Jackson]], [[Frañsez Falc'hun]], ha re all.