Iwerzhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Tamm adwel
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
liamm diabarzh
Linenn 11:
[[Restr:Ireland physical small.png|frame|Gwelet a reer elfennoù zo eus [[torosennadur]] [[Iwerzhon]] war ar gartenn-mañ. (Sellet ivez ouzh [[:Skeudenn:Ireland physical large.png|un doare brasañ]] gant muioc'h a ditouroù).]]
 
Ur [[plaenenn|blaenenn]] greiz gant [[aradennad]]où [[menez]]ioù bihan tro-war-dro eo enez Iwerzhon. Ar [[kern|gern]] uhelañ, ar [[CarrauntoohillCorrán Tuathail|C'harrauntuohill]] ([[Iwerzhoneg]]: ''Corrán Tuathail''), a sav betek 1041 m. Ar [[stêr]] [[Shannon]], an hini hirañ (259 km), a red e-kreiz ar blaenenn hag he zraoñienn a droc'h ar vro e div lodenn. Gant an hinad gleb ha klouar e kresk war an enezenn a-bezh ur struzh glas ([[prad]]où, [[geun]]ioù ha [[lann]]eier peurvuiañ) douret mat gant ar [[glav]]eier stank a-walc'h. Setu perak e vez graet eus Iwerzhon an ''Enez c'hlas'' pe an ''Enezenn glaz-[[emrodenn]]''. Gorread an enezenn a zo 84 079 [[km²]].
 
Rannet eo Iwerzhon e peder [[proviñs|froviñs]] istorel: [[Connacht]], [[Leinster]], [[Munster]] hag [[Ulster]]. En iwerzhoneg e reer anv eus ar 'Cúige' ( = pempvet). Gwechall e oa Connacht, Munster, Ulster, Leinster ha [[Meath]], homañ a endalc'he [[kontelezh]]ioù Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouiñ 32 gontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulster a zo chomet dindan [[beli]] ar [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon|Rouantelezh-Unanet]], cheñchet an anv da ''[[Norzhiwerzhon]]'' pa voe rannet Iwerzhon e [[1922]]. E Republik Iwerzhon e vez doujet da [[harz]]où kozh ar c'hontelezhioù, nemet e [[Tipperary]] ha [[Dulenn]] hag a zo bet isrannet. Evit ar [[votadeg]]où, ar pastelloù-bro a vez savet diwar kontelezhioù rannet pe deuzet gant ma vo doujet d'o harzoù dre-vras evel ma vez roet urzh gant ar Vonreizh. An 32 gontelezh a chom takadoù [[identelezh]] evit ar [[sport]]où hag ar sevenadur lec'hel.