Artez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[Skeudenn:Artois flag.svg|thumbnail|[[Banniel]] Kontelezh Artez]]
[[Skeudenn:VlaanderenArtesie1477.png|200px|right|Kontelezh Artez, e 1477]]
'''Artez''' (''Artois'' e galleg) a oa ur broviñs istorel eus [[Bro-C'hall]], etre [[Pikardi]] ha [[kontelezh Flandrez]]. En em ledañ a rae en-dro da gêr [[Arras]], war un dachennad kement ha 40004 000 km² bennak. E-touez ar c’hêrioù all zo en Artez e c’haller menegiñ [[Saint-Omer]], [[Lens (Pas-de-Calais)|Lens]] ha [[Béthune]].
 
==Douaroniezh==
Linenn 8:
 
==Istor==
Ur [[kontelezh|gontelezh]] e oa Artez gwechall, a voe staget ouzh [[kontelezh Flandrez]]. E [[1180]] e voe roet da Vro-C’hall, da argouroù ur briñsez eus Flandrez. E 1237 e teuas da vezañ ur gontelezh distag en-dro, evit ur mab-bihan d’ar briñsez-se. Dre hêrezh e tremenas dindan ren [[dugelezh Bourgogn|duged Bourgogn]] e 1384. War-lerc’h marv an dug, [[Charlez an Her]], e tegouezhas gant an [[Habsbourged]] ha tremen a reas goude-se dindan kurunenn [[Spagn]]. Da-heul emsavadegoù relijiel 1566 en Izelvroioù, ez eas e-barzh [[Unaniezh Artez]] (pe ''Unaniezh Atrecht''), savet gant proviñsoù eus kreisteiz ar vro hag enebet ouzh ''Unaniezh Utrecht'', savet gant proviñsoù an hanternoz e 1579. Artez ha [[kontelezh Hainaut]] a reas emglev gant ar roue [[Fulup II Spagn|Fulup II]]. Chom a reas Artez neuze en [[Izelvroioù Spagnol]], betek ar mare ma voe aloubet gant ar C’hallaoued e-pad ar [[Brezel Tregont Vloaz]]. Staget e voe ouzh Bro-C’hall dre [[Emglev ar Pireneoù]] e 1659, ha dont a reas da vezañ ur broviñs c’hall. Daoust ma veze graet gant ar galleg er vro e veze sellet ouzh Artez evel ul lodenn eus an Izelvroioù a-raok an amzer-se.
 
==Artez hiziv==
[[image:Lens Université.JPG|right|thumb|250px|Skol-veur Artez e [[Lens]], staliet e ti renerien ar [[glaoueg]]i (2003)]]
Kaoz a vez eus Artez c'hoazh a-wechoù evel en anv ''Skol-veur Artez''.