Artez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 8:
 
==Istor==
Ur [[kontelezh|gontelezh]] e oa Artez gwechall, a voe staget ouzh [[kontelezh Flandrez]]. E [[1180]] e voe roet da Vro-C’hall, da argouroù ur briñsez eus Flandrez. E 1237 e teuas da vezañ ur gontelezh distag en-dro, evit ur mab-bihan d’ar briñsez-se. Dre hêrezh e tremenas dindan ren [[dugelezh Bourgogn|duged Bourgogn]] e 1384. War-lerc’h marv an dug, [[Charlez an Her]], e tegouezhas gant an [[Habsbourged]] ha tremen a reas goude-se dindan kurunenn [[Spagn]]. Da-heul emsavadegoù relijiel 1566 en Izelvroioù, ez eas e-barzh [[Unaniezh Artez]] (pe ''Unaniezh Atrecht''), savet gant proviñsoù eus kreisteiz ar vro hag enebet ouzh ''Unaniezh Utrecht'', savet gant proviñsoù an hanternoz e 1579. Artez ha [[kontelezh Hainaut]] a reas emglev gant ar roue [[Fulup II Spagn|Fulup II]]. Chom a reas Artez neuze en [[Izelvroioù Spagnol]], betek ar mare ma voe aloubet gant ar C’hallaoued e-pad ar [[Brezel Tregont Vloaz]]. Staget e voe ouzh Bro-C’hall dre [[EmglevFeur-emglev ar Pireneoù]] e 1659, ha dont a reas da vezañ ur broviñs c’hall. Daoust ma veze graet gant ar galleg er vro e veze sellet ouzh Artez evel ul lodenn eus an Izelvroioù a-raok an amzer-se.
 
==Artez hiziv==