Mithridates Eupator : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : ru:Митридат VI a zo ur pennad vat; Kemm dister |
|||
Linenn 2:
'''Mithridates VI''' pe '''Mithridates Eupator''' (da lâret eo an hini en deus un tad nobl) pe '''Mithridates Veur''' (''Megas'') a oa ganet war-dro 132 a-raok J.-K. ha mervel a reas e 63 a-raok J.-K.. Roue [[Pontos (bro)|rouantelezh Pontos]] hag [[Armenia|Armenia-Vihanañ]] e oa, e norzh [[Anatolia]] ([[Turkia]] hiziv), eus 120 a-raok J.-K. da 63 a-raok J.-K. Brudet eo Mithridates evel unan eus enebourien dañjerusañ [[Republik Roma]] hag evel unan eus ar re a reas ar muiañ berzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled eus diwezh Republik Roma e-pad [[Brezelioù Mithridates]]: [[Lucius Cornelius Silla]], [[Lucullus]] ha [[Pompeius]]. Mab e oa da Vithridates V Evergetos, roue [[Pontos]], a oa bet kevredad [[Henroma|Roma]] e-pad [[Trede brezel punek]].
Orin an anv "Mithridates" zo latin. ''Mithradates'' (Μιθραδάτης) an hini a oa skrivet war enskrivadurioù ha pezhioù moneiz ar roue, eus an [[
== E yaouankiz ==
Mithridates a oa bet ganet war-dro [[-132|132 a-raok J.-K.]] e [[Sinop (kêr)|Sinope]]. Muntret e voe e dad, moarvat war urzhioù e vamm, [[Laodike VI]], war-dro [[-120|120
== Ar roue alouber ==
[[
Kemer a reas ar galloud e [[-111|111 a-raok J.-K.]] o lakaat e vamm hag e vreur [[Mithridate VII|Mithridate C'hrestos]] (''an hini olevet'') e prizon. Aloubiñ a reas [[Bosforos Kimmeria]] e [[-107|107 a-raok J.-K.]] ha didronañ roue [[Kappadokia]], [[Ariobarzane Iañ (Kappadokia)|Ariobarzane]], e [[-94|94 a-raok J.-K.]] gant harp [[Tigranes II (Armenia)|Tigranes II]], roue [[Armenia]]. Goude se e rannas [[Paflagonia]] gant [[Nikomedes IV]] ''Philopator'', roue [[Bithynia|Bitinia]] e [[-94|94 a-raok J.-K.]] a-raok argas hemañ ha kemer e rouantelezh e [[-88|88 a-raok J.-K.]].
Ar [[Henroma|Romaned]] a lakaas [[Ariobarzane Iañ (Kappadokia)|Ariobarzane Iañ]] [[Kappadokia]] war e dron en-dro e -92. Tarzhañ a reas ar brezel neuze ([[brezelioù Mithridates|kentañ brezel Mithridates]]).
Linenn 20:
[[Restr:PonticKingdom.png|thumb|250px|Kartenn eus rouantelezh Pontos, a-raok ren Mithridates VI (mouk teñval), goude e aloubadegoù (mouk), hag an douaroù gounezet goude kentañ brezel Mithridaes (roz).]]
Gorrekaet e oa kilstourm ar Romaned gant ar stourm kriz a rene etre [[Marius (Konsul)|Marius]] ha [[Lucius Cornelius Sulla|Silla]]. A-benn ar fin e oa kaset hemañ diwezhañ a-enep Mithridates ha kemer a reas [[Aten]], goude ur seziz hir, e [[-86|86 kent J.-K.]], a-raok trec'hiñ Arc'helaos e [[Emgann C'haironeia (-86)|C'haironeia
E [[-74|74 kent J.-K.]] avat e varvas roue [[Bithynia|Bitinia]], [[Nikomedes IV]], ha lezel a reas e rouantelezh d'ar Romaned dre hêrezh. Mithridates a wele bezañs ar romaned stok ouzh e harzoù evel ur gourdrouz ha disklêriañ a reas ar brezel dezhe gant skoazell [[Tigranes II (Armenia)|Tigranes II]] ([[brezelioù Mithridates|Trede brezel Mithridates]]). Trec'hiñ a ra ar [[Konsul|c'honsul]] [[Marcus Aurelius Cotta|Cotta]] e [[C'halkedon]] ha lakaat seziz war [[Kizikos|Gizikos]] pa oa argaset eus Bitinia e-kichen Pontos gant un ergerzhadeg renet gant [[Lucullus]] ([[-72|72 kent J.-K.]]-[[-71|71 kent J.-K.]]). Faezhet e oa e [[Emgann Granikos (-70)|Granikos]], e [[Emgann Kizikos (-70)|Kizikos]], hag e [[Emgann Lemnos (-70)|Lemnos]]. Mont a reas Mithridates dindan dec'h neuze betek [[Armenia]]. E-pad ur pennad e voe dic'houest an eil tu pe egile da gemer an tu-kreñv mes Lucullus a voe trec'h adarre e [[-69|69 kent J.-K.]] ha kemer a reas [[Tigranakert]]. A-drugarez da emsavadeg al [[lejion]]où roman a-enep o rener, e teuas Mithridates a-benn da gemer adarre [[Pontos|Rouantelezh Pontos]]. Faezhet e voe da vat gant [[Pompeius]] e [[-66|66 kent J.-K.]] e-kichen ar stêr [[Eufratez]] ha tec'het a reas da [[Krimea|Grimea]] e keoded [[Kerch|Pantikapaion]].
== fin ar roue Mithridates ==
[[
Mithridates a rankas neuze talañ ouzh un emsavadeg renet gant e vab henañ, [[Farnakes II|Farnakes]], ha mervel a reas e 63. Hervez lod e vije bet kontellet gant ur brezelour kelt en e servij. Hervez tud all en dije klasket mervel diwar kontamm met evel m'en doa graet peadra da vezañ dic'hloazus gant ar c'hontammoù e rankas goulenn digant unan eus e c'hoprsoudarded [[galated|galatat]] lazhañ anezhañ. Beziet e voe e Sinope, e geoded c'henidik.
Linenn 33:
* [[Édouard Will]] ''Histoire politique du monde Hellénistique'' Annales de l'Est Nancy (1967).
* [[Appianus]] ''Brezel mithiridatek'' e: [http://remacle.org/bloodwolf/historiens/appien/index.htm oberennoù Appianus]
[[Rummad:Rouaned Pontos]]
[[Rummad:Ganedigezhioù -132]]
[[Rummad:Marvioù -63]]
[[
[[Rummad:Ganedigezhioù an eil kantved kent J.-K.]]
{{Link FA|fi}}
{{Link GA|ru}}
|