Biwmares : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 13 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q1992389
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Biwmares''' (''Beaumaris'' e [[saozneg]]) zo ur gêr e gevred [[Enez Mon]] war ribl ar [[Menai]]. Un anv normanek zo d'ar gêr hag a dalvez ''geun brav'' ('beau marais' e galleg).
 
Savet e voe Biwmares evel m'emañ bremañ e dibenn an {{XIIIvet kantved}}, goude aloubadeg Enez Mon gant ar roue [[saoz]] [[Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)|Edouarzh Iañ]]. Lakaat a reas sevel ur c'hastell en ul lec'h ma oa ur geriadenngêriadenn anvet ''[[Llan-faes (Môn)|Llan-faes]]''. Skarzhet e voe tud ar gêriadenn, kaset e voent da [[Niwbwrch]], ha dont a reas Saozon d'ober o annez er gêr nevez e-kichen [[Kastell Biwmares]], a oa unan eus kreñvlec'hioù saoz hanternoz Kembre, evel [[Kastell Caernarfon]], [[Kastell Harlech]] pe c'hoazh [[Kastell Conwy]].
 
Hiziv n'eo ket Biwmares ur greizenn velestraduel a bouez ken : emañ kuzul kontelezh Mon e [[Llangefni]]. Derc'hel a ra Biwmares da vezañ ul lec'h darempredet koulskoude, gant miliadoù a douristed o tont di bep bloaz.