Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh adarre
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
Anaout a reer Gabrielle diouzh he c'hoar :
* abalamour d'ar walenn a zo ganti, roet dezhi evel prof ha prouenn a garantez gant ar roue, marteze e walenn-roue, an hini a voe roet dezhañ da zeiz e guruniñ ;
* abalamour, a soñjer, ma kemenn evel-se eo brazez digant ar roue eus o bugel kentañ, [[César de Bourbon, duc dedug Vendôme|César de Bourbon]], ur bastard da Herri IV a voe ganet e miz Mezheven [[1594]] (pevar all a vo) peogwir :
** emañ he c'hoar o sellout ha laezh zo ganti ;
** ez eus ur vatezh oc'h ober stamm ;
** ez eus un tantad en oaled, a zo arouez [[kof]] ar vamm.
 
<!--Evit karantez ar roue hag e bried-kleiz a zo diskouezet gant al livadur ouzh ar voger a-dreñv hag ar walenn roueel.-->
 
Taolenn an dornioù kleiz eo : hini ar c'hoar o piñsat ar vronn, hini an dorn gwalennet, hini ar vatezh o wriat.
 
Ouzhpenn-se, war ar [[poltred]] en diadreñv e weler [[gaol]] un den en e noazh ivez. Kontet e vez emañ o terc'hel e galc'h en e zorn. E gwirionez ez eus un tamm lien ruz war e c'haol.
 
{{clear}}
==Film==
* Ur berrfilm (35 munutenn) anvet ''Two Nudes Bathing'' ("Div noazhennvaouez en o noazh o kibellañ") a voe savet e [[1995]] gant ar [[Bro-Saoz|Saoz]] [[John Boorman]] ha diskouezet e [[Festival Etrebroadel ar Sinema]] e [[Cannes]] en hevelep bloavezh.
 
== Notennoù ==