Oscar Traynor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kempenn
Kempenn
Linenn 5:
Oscar Traynor a zo bet ganet en ur familh a vroadelourien e [[Dulenn]], e lec'h ma oa bet desket gant ar ''Christian Brothers''. E [[1889]] e krogas da labourat evit John Long, ur c'hizeller koad brudet er mare-hont, ha kregiñ a reas da zeskiñ ar vicher gantañ. C'hoariñ a rae [[mell-droad]], ha beajiñ a reas e Europa gant skipailh ar Celtic eus [[Belfast]].
 
Traynor a zeuas da vezañ un ezel eus an ''[[Irish Volunteers]]'', ha kemer a reas perzh en [[emsavadeg Pask]] e [[1916]]. Ur wech harzet goude an emsav, e voe toullbac'het e [[Kembre|Bro-Gembre]]. E-pad ar brezel dizalc'hidigezh e teuas Traynor da vezañ brigader en ur bagad-stourm eus an [[Irish Republican Army]] e [[Dulenn]], ha kemer a reas perzh en argad ar [[Custom House]] e [[1921]]. Pa darzhas ar [[brezel diabarzh Iwerzhon|brezel diabarzh]] e miz Even [[1922]] eze wassavas Traynor a-du gant ar republikaned. Bagad-stourm Dulenn en em zisrannas, met kalz eus oe izili a heulias [[Michael Collins]] hag ar strolladoù broadelour. Traynor hag un nebeud republikaned a glaskas sikour an emsavidi a oa o lakaat seziz war ar [[Four Courts]] en ur dagañ soudarded ar Free State dre [[O'Connell Street]]. Dont a rejont a-benn da enebiñ ouzh ar Free State Army e-pad ur sizhunvezh a-raok tec'hout kuit. Goude-se ec'h aozas Traynor taolioù guerrilla e Su [[Dulenn]] hag e [[kontelezh Wicklow]]. Met harzet e voe e miz Gwengolo ha toullbac'het betek fin ar brezel.
 
D'an [[11 a viz Meurzh]] [[1925]] e voe dilennet en [[Dáil Éireann]] evel ezel eus ar [[Sinn Féin]] evit Norzh [[Dulenn]], met ne gemeras ket e garg abalamour da bolitikerezh ezvezañs a oa gant ar strollad [[Sinn Féin]]. Addilennet e voe e-pad dilennadegoù miz Even [[1927]], hag ur wech c'hoazh ne gemeras ket e garg, met asantiñ a reas da zisoc'hoù an dilennadegoù-se. Hag e [[1932]] e voe dilennet evel dileuriad evit ar [[Fianna Fáil]] evit Norzh [[Dulenn]], ur wech c'hoazh.
 
E [[1936]] e voe kaset da vaodiern ar post hag ar pellskriverezh. E [[1948]] e teuas da vezañ prezidant kevredigezh mell-droad [[Iwerzhon]], ur garg hag a zalc'has betek e varv. Diwezhatoc'h e voe staliet da vaodiern ar gwareziñ broadel e-barzh kalz gouarnamantoù aozet gant ar [[Fianna Fáil]], ha goude-se ez eas da vaodiern ar justis a-raok ma'z afe war e leve e [[1961]].