Renée Bro-C'hall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 30:
 
==Intañvez==
[[Intañvez]]et e oa e 1559. Dre ma n'en em gleve ket gant he mab Alfonso II, dug Ferrara, a save a-enep d'he [[feiz]] protestant, e tistroas da Vro-C'hall, da [[Montargis|Vontargis]] (ma oa dugez), e 1560, hag eno e roas harp eno d'ar brotestanted, evel [[Agrippa d'Aubigné]], daoust da c'hourdrouz he mab-kaer, [[François de Guise]], pried he merc'h [[Anna d'Este|Anna]], a oa e penn ar gostezenn gatolik.
 
E-pad an tri brezel relijion kentañ e tiwallas kêr Montargis dre varc'hata gant an armeoù protestant hag arme ar roue, renet adal miz Du 1567 gant dug Anjev, a deuas da vezañ [[Herri III]], evit ma chomje neptu.
 
E Montargis e varvas d'an [[12 a viz Mezheven]] [[1574]], 15 vloaz goude he fried.