Peleüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Peleüs''' (Πηλεύς e [[gregach]]) zo unan eus harozed [[Hellaz]] kozh.
 
Mab e oa da [[Aiakos]], roue enez [[Aigina (enez) |Aigina]] , ha d'an [[nimfenn]] [[Endeis]], merc'h d'an [[den-marc'h]] [[C'hiron]]. Ur mab o doe: [[Akilles]], brudet dre an [[Iliada]].
 
 
==Ar vojenn==
Gant e vreur [[Telamon]] e lazhas o hantervreur [[Fokos]].
Neuze e voent harluet gant Aiakos. Ha Peleüs da [[Ftia]], e [[Tessalia]]. Eno e voe gwalc'het eus e dorfed gant roue ar vro ([[Aktor]] gouez da lod, e vab [[Eurytion]] gouez da lod all), ha bet en doe an dimezell [[Antigone]], merc'h ar roue, da bried hag un tamm eus rouantelezh he zad war ar marc'had.
 
Perzh a gemeras Peleüs en hemolc'h war-lerc'h pemoc'h gouez [[Kalidon]], hag eno e lazhas ur chaseour daoust dezhañ (Eurytion marteze), ma voe harluet adarre.
 
Hag eñ da [[Iolkos]] (Tessalia), ma voe gwalc'het gant [[Akast]], mab [[Pelias]], ha ma kemeras perzh e c'hoarioù-kañvoù ha ma c'hoarias ouzh [[Atalante]] ha ma voe trec'het ganti.