Anna d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
==Buhez==
[[Image:Francois de Lorraine.JPG|thumb|left|200px| [[Frañsez Loren]], [[Dug Guise]], pried kentañ Anna d'Este.]]
Ganet e oa Anna d'Este, merc'h henaén he zud, d'ar [[16 a viz Du]] [[1531]] e [[Ferrara]], ma voe roet dezhi un deskadurezh uhel, evel a veze roet da vugale priñsed Italia neuze. Studiañ a reas istor, yezhoù ha sonerezh, deskiñ a reas kanañ, dañsal, ha livañ. [[Olympia Fulvia Morata]], a vo skrivagnerez, a oa mignonez dezhi el lez <ref>Robin, Larsen and Levin. p. 269.</ref>.
 
En 1548, goude hir varc'hata, e voe dimezet da [[Frañsez Loren]], dug Aumale, mab da [[ Claude de Lorraine (1496-1550)]], ha dug Guise, jeneral brudet. Sinet e voe ar c'hontrad-eured d'an 28 a viz Gwengolo e Ferrara, graet an eured d'ar 16 a viz kerzu e kastell [[Saint-Germain-en-Laye]]. Biken ken ne zistroas ar briñsez da Italia.
 
Dre he mamm e oa merc'h-vihan d'ar roue gall [[Loeiz XII]], ha dre-se kar d'ar roue [[Herri II]] ha d'e vibien. Dre he dimeziñ e tegouezhe en tiegezh Loren ha Guise, a oa e barr e c'halloud el lez c'hall, ha dre he donet eus Italia e komze yezh ar rouanez [[Caterina de' Medici]].
 
Kenkent hag erruet e voe un a bouez el lez. Pa varvas he zad-kaer en 1550, e voe Dugez Guise hag e veras, gant he mamm-gaer a [[Antoinette de Bourbon-Vendôme|Antoinette de Bourbon]], madoù an tiegezh Guise.
Hanterourez e oa ivez etre lez Ferrara ha hini Bro-C'hall, ma tifenne interestoù he zad.
 
Seizh bugel he doe, pevar a savas. karantez a oa etre an daou bried, hogen leun a warizi e oa an ozhac'h, ken e lakae heuliañ anezhi.
 
Skoazellañ he mamm a reas da wareziñ protestanted c'hall a ranke tec'hel hag a gave gwarez e Ferrara. [[François de Guise]] avat a lennas o lizhiri hag a zifennas outi daremprediñ he mamm.
 
Dre ma kare he fried e pardonas dezhañ [[lazhadeg Wassy]], ma teuas a-benn da virout outañ da lazhañ ar maouezed war-lerc'h an tri-ugent protestant a oa bet kavet oc'h azeuliñ Doue er c'hiz protestant en ur [[skiber]].
 
Pa voe drouklazhet he fried gant ar protestant [[Jean de Poltrot de Méré]], e miz C'hwevrer 1563, e voe glac'haret bras. Tapet e voe ar muntrer, ha kondaonet da vezañ [[diempret]]. Anna avat a gave dezhi e oa bet gourc'hemennet ar muntr gant [[Gaspard II de Coligny|Gaspard de Coligny]], penn bras an [[ugunoded]], ha klask a eure ober prosez dezhañ. E-pad tri bloaz e talc'has an intañvez war ar roue ha war ar varnerien evit kas an afer da benn-vat, hogen e miz Genver 1566 e voe diskleriet gant kuzul ar roue e oa digablus Coligny hag embannet e ranked ober « peoc'h da viken » diwar-benn an afer.
 
<!--
Nombreux furent ceux qui virent la vengeance de la veuve du duc de Guise dans le coup de feu qui ne rata la poitrine de Coligny que par miracle, au matin du 22 août 1572, et qui fut le signal du départ des massacres de la [[Massacre de la Saint-Barthélemy|Saint-Barthélemy]]. Il est néanmoins difficile de savoir quel rôle exact joua Anna d’Este dans cette affaire, et plus largement dans les massacres de la Saint-Barthélemy.
 
-->
 
==Priñsez ar C'hevre==