Anna d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9:
Ganet e oa Anna d'Este, merc'h henaén he zud, d'ar [[16 a viz Du]] [[1531]] e [[Ferrara]], ma voe roet dezhi un deskadurezh uhel, evel a veze roet da vugale priñsed Italia neuze. Studiañ a reas istor, yezhoù ha sonerezh, deskiñ a reas kanañ, dañsal, ha livañ. [[Olympia Fulvia Morata]], a vo skrivagnerez, a oa mignonez dezhi el lez <ref>Robin, Larsen and Levin. p. 269.</ref>.
 
En 1548, goude hir varc'hata, e voe dimezet da [[Frañsez Loren]], [[dug Aumale]], mab da [[Claude de LorraineLoren (1496-1550)]], ha [[dug Guise]], jeneral brudet. Sinet e voe ar c'hontrad-eured d'an 28 a viz Gwengolo e Ferrara, graet an eured d'ar 16 a viz kerzu e kastell [[Saint-Germain-en-Laye]]. Biken ken ne zistroas ar briñsez da Italia.
 
Dre he mamm e oa merc'h-vihan d'ar roue gall [[Loeiz XII]], ha dre-se kar d'ar roue [[Herri II]] ha d'e vibien. Dre he dimeziñ e tegouezhe en tiegezh Loren ha Guise, a oa e barr e c'halloud el lez c'hall, ha dre he donet eus Italia e komze yezh ar rouanez [[Caterina de' Medici]].
Linenn 23:
 
Pa voe drouklazhet he fried gant ar protestant [[Jean de Poltrot de Méré]], e miz C'hwevrer 1563, e voe glac'haret bras. Tapet e voe ar muntrer, ha kondaonet da vezañ [[diempret]]. Anna avat a gave dezhi e oa bet gourc'hemennet ar muntr gant [[Gaspard II de Coligny|Gaspard de Coligny]], penn bras an [[ugunoded]], ha klask a eure ober prosez dezhañ. E-pad tri bloaz e talc'has an intañvez war ar roue ha war ar varnerien evit kas an afer da benn-vat, hogen e miz Genver 1566 e voe diskleriet gant kuzul ar roue e oa digablus Coligny hag embannet e ranked ober « peoc'h da viken » diwar-benn an afer.
 
D'an 22 a viz Eost 1572 e voe tennet war Coligny, ha ne voe ket tizhet dre vurzhud, ha darn a gredas e oa se dial intañvez dug Guise.
 
<!--
Nombreux furent ceux qui virent la vengeance de la veuve du duc de Guise dans le coup de feu qui ne rata la poitrine de Coligny que par miracle, au matin du 22 août 1572, et qui fut le signal du départ des massacres de la [[Massacre de la Saint-Barthélemy|Saint-Barthélemy]]. Il est néanmoins difficile de savoir quel rôle exact joua Anna d’Este dans cette affaire, et plus largement dans les massacres de la Saint-Barthélemy.
 
-->