Anna d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
==Buhez==
[[Image:Francois de Lorraine.JPG|thumb|left|200px|<center>[[Frañsez Loren]]<br />[[Dug Guise]], pried kentañ Anna d'Este<br />François Clouet, ~1555<br /><small>Eoul[[Eoullivadur]] war prenngoad, 31 x 23 cm<br />[[Mirdi al Louvre]], [[Pariz]]</small></center>]]
Ganet e oa Anna d'Este, merc'h henañ he zud, d'ar [[16 a viz Du]] [[1531]] e [[Ferrara]], ma voe roet dezhi un deskadurezh uhel, evel a veze roet da vugale priñsed Italia neuze. Studiañ a reas istor, yezhoù ha sonerezh, deskiñ a reas kanañ, dañsal, ha livañ. [[Olympia Fulvia Morata]], a voe skrivagnerez diwezhatoc'h, a oa mignonez dezhi el lez. <ref>Anne Larsen, Carole Levin, Diana Robin (2007), ''Encyclopedia of Women in the Renaissance: Italy, France, and England'', ABC-CLIO, ISBN 978-1-85109-772-2 p. 269.</ref>.
 
Linenn 23:
Pa voe drouklazhet he fried gant ar protestant [[Jean de Poltrot de Méré]], e miz C'hwevrer [[1563]], e voe glac'haret bras. Tapet e voe ar muntrer, ha kondaonet da vezañ [[diempradur|diempret]]. Anna avat e kave dezhi e oa bet gourc'hemennet ar muntr gant [[Gaspard II de Coligny|Gaspard de Coligny]], penn bras an [[hugunoded]], ha klask a eure ober prosez dezhañ. E-pad tri bloaz e talc'has an intañvez war ar roue ha war ar varnerien evit kas an afer da benn-vat, hogen e miz Genver [[1566]] e voe disklêriet gant kuzul ar roue e oa digablus Coligny hag embannet e ranked ober « peoc'h da viken » diwar-benn an afer.
 
D'an 22 a viz Eost [[1572]] e voe tennet war Coligny, ha dre vurzhud ne voe ket tizhet ; darn a gredas e oa ar gwalldaol-se dial intañvez dug Guise. Kement-se bepred a voe deroù [[lazhadegoù Sant Berteleme]] a grogad daou zevezh war-lerc'h. Diaes eo gouzout peseurt perzh resis a gemeras Anna d'Este en afer-se, evel el lazhadegoù.
 
==Dugez Nemours==