Anna d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
liamm
Linenn 15:
Hanterourez e oa ivez etre lez Ferrara ha hini Bro-C'hall, ma tifenne lazioù he zad.
 
Seizh bugel he doe, pevar a zesavas. Karantez a oa etre an daou bried, hogen kalz a warizi ea oa en [[ozhac'h]], ken e lakae heuliañ anezhi.
 
Skoazellañ he mamm a reas da wareziñ [[Protestantiezh|protestanted]] c'hall a ranke tec'hel hag a gave gwarez e Ferrara. [[François de Guise]] avat a lennas o lizheroù hag a zifennas outi daremprediñ he mamm.
 
Dre ma kare he fried e pardonas dezhañ [[lazhadeg Wassy]], ma teuas a-benn da virout outañ a lazhañ ar maouezed war-lerc'h an tri-ugent protestant a oa bet kavet oc'h azeuliñ Doue er c'hiz protestant en ur [[skiber]].
 
Pa voe drouklazhet he fried gant aran protestant[[hugunod]] [[Jean de Poltrot de Méré]], e miz C'hwevrer [[1563]], e voe glac'haret bras. Tapet e voe ar muntrer, ha kondaonet da vezañ [[diempradur|diempret]]. Anna avat e kave dezhi e oa bet gourc'hemennet ar muntr gant [[Gaspard II de Coligny|Gaspard de Coligny]], penn bras an [[hugunoded]], ha klask a eure ober prosez dezhañ. E-pad tri bloaz e talc'has an intañvez war ar roue ha war ar varnerien evit kas an afer da benn-vat, hogen e miz Genver [[1566]] e voe disklêriet gant kuzul ar roue e oa digablus Coligny hag embannet e ranked ober « peoc'h da viken » diwar-benn an afer.
 
D'an 22 a viz Eost [[1572]] e voe tennet war Coligny, ha dre vurzhud ne voe ket tizhet ; darn a gredas ene oa ar gwalldaol-se nemet dial intañvez dug Guise. Kement-se bepred a voe deroù [[lazhadegoù Sant Berteleme]] a grogad daou zevezh war-lerc'h. Diaes eo gouzout peseurt perzh resis a gemeras Anna d'Este en afer-se, evel el lazhadegoù.
 
==Dugez Nemours==