Anna d'Este : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 17:
Seizh bugel he doe, pevar a zesavas. Karantez a oa etre an daou bried, hogen kalz a warizi a oa en [[ozhac'h]], ken e lakae heuliañ anezhi.
Skoazellañ he mamm a reas da wareziñ
Dre ma kare he fried e pardonas dezhañ [[lazhadeg Wassy]], ma teuas a-benn da virout outañ a lazhañ ar maouezed war-lerc'h an tri-ugent protestant a oa bet kavet oc'h azeuliñ Doue er c'hiz protestant en ur [[skiber]].
Pa voe drouklazhet he fried gant an [[hugunod]] [[Jean de Poltrot de Méré]], e miz C'hwevrer [[1563]], e voe glac'haret bras. Tapet e voe ar muntrer, ha kondaonet da vezañ [[diempradur|diempret]]. Anna avat
D'an 22 a viz Eost [[1572]] e voe tennet war Coligny, ha dre vurzhud ne voe ket tizhet ; darn a gredas ne oa ar gwalldaol-se nemet dial intañvez dug Guise. Kement-se bepred a voe deroù [[lazhadegoù Sant Berteleme]] a grogad daou zevezh war-lerc'h. Diaes eo gouzout peseurt perzh resis a gemeras Anna d'Este en afer-se, evel el lazhadegoù.
|