Impalaeriezh ar C'hornôg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q31929
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
E dibenn ar {{Vvet kantved}} e oa bet fiziet [[hêrezh]] [[impalaeriezh Roma]] er [[Franked]] gant an [[Iliz roman]] evit an [[tiriad]]où [[Galia|galian]] ha [[Germania|german]]. '''Impalaeriezh ar Garolingidi''' eo bet anvet da c'houde diwar anv e [[unpenniezh|unpenn]] kentañ [[Karl Veur]]. [[Hêr]] da [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]] eo bet, met en ur doare disheñvel-tre pa oa ar [[gladdalc'helezh]] o kregiñ. E-pad ren Karl Veur e tiwanas renevezadur ar [[sevenadur]] ([[arz]]où, [[lennegezh latin]], studioù en [[abati]]où) ken eo kaoz eus [[Azginivelezh ar Garolingidi]]. Steudad e warlec'hidi evel "impalaerien an "Impalaeriezh santel" a yeas betek [[Loeiz IV (Bro-C'hall)|Loeiz Tramor]].
 
Ar roue frank [[Hlodwig 1añ a Vro-C'hall|Hlodwig]] a c'houlennas bezañ [[badeziant|badezet]] e [[487]] hag a renas war al lodenn vrasañ eus Galia. Distabiloc'h e chomas saviadoù [[Italia]], [[Hispania]] ha [[Brittania]] hag e save dizurzhioù bras diwar [[aloubadeg]]où pobloù ar [[stepenn|stepinier]] e-kreiz [[Europa]]. Padal e chome stabil awalc'h [[ImpaleriezhImpalaeriezh roman ar Reter]], [[Kergustentin]] e [[kêr-benn|gêr-benn]], nemet pa voe taget gant an [[Arabed]] e dibenn ar {{VIIvet kantved}}.
 
E dibenn an {{VIIIvet kantved}} e savas [[Karl Veur]], ur roue frank gouest da ledanaat tachenn e veli betek Saksonia ([[Reter]] [[Alamagn]] hiziv), Norzh Italia ha Galia a-bezh. Klask a reas ober [[brezel]] d'an [[Arabed]] staliet e [[Norzh]] [[Spagn]] hag e krouas ar ''Gotalonia'' (bro ar [[Goted|C'hoted]]), da lavaret eo [[Katalonia]] a-hiziv. Steuziañ a rae Galia evit mont da vezañ ''Frankia'', bro ar Franked. Kavout a reas d'ar [[pab]], [[Leon III]], e vije gwelloc'h adsevel un impalaeriezh frank ha [[kristeniezh|kristen]] er broioù renet gant Karl Veur. Diforc'hioù bras ez eus bet etre an [[impalaeriezh roman]] hag hini ar [[Karled|Garled]]. Ne chome mui [[meizad]] an [[imperium]] a rene hini ar Romaned, rak lavarout a rae Karl e oa bet kurunennet gant Doue. Kurunennet e oa bet e [[Roma]] gant ar pab da [[Nedeleg]] er [[bloaz]] [[800]].