The Lord of the Rings : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : es:El Señor de los Anillos zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 1:
'''The Lord of the Rings''' (a c'hellfe bezañ ''Aotrou ar Gwalennoù'' pe ''Aotrou ar Gwalinier'' e brezhoneg) a zo ur romant hanez ha moliac'hel skrivet gant [[J. R. R. Tolkien]], ur studier yezhoù ha kelenner e Skol-Veur [[Oxford]]. Rannet eo an istor e c'hwec'h levrenn liammet daou ha daou e teir lodenn : Lodenn gentañ, levrenn un ha daou : ''The Fellowship of the Ring'' (''Kevredigezh ar Walenn''), eil lodenn, levrenn tri ha pevar : ''The Two Towers'' (''An Daou Dour''), trede lodenn, levrenn pemp ha c'hwec'h : ''The Return of the King'' (''Distro ar Roue''). Astennet eo ivez c'hwec'h stagadennig gant istorioù ar pobloù deskrivet, bloaziek, linenouriezh, un displegadenn diwar-benn ar yezhoù komzet hag un displegadenn diwar-benn an deiziadur.
 
An titl a zave da Sauron, ar penn-eneber, en devoe krouet pell a-raok an istor ar Walenn Nemeti evit mestroni ar Gwalennoù Galloud all, hag ober brezel evit ren ''Middle-Earth'' (a vefe ''Krennzouar'' e brezhoneg). Trec'het e voe avat ha kollet e Walenn Nemeti. An istor a heul ur strolladig Hobbited renet gant Frodo Sac'heg, en devoe bet ur walenn dre e eontr Bilbo hag a zo ar Walenn Nemeti, o veajiñ e Krennzouar o heuliañ darvoudoù Brezel ar Walenn, gant ur gompagnunezh liesseurt tud, an Dud Aragorn ha Boromir, an Elf Legolas, ar C'horr Gimli, an Hudur Gandald, hag an Hobbited all, Samwise Gamgee, Meriadoc Brandybuick ha Peregrin Touk. Dre-se e teu anv al lodenn gentañ. Pa voe rannet ar Gevredigezh e voe kontet eus un tu ar pezh a c'hoarvezas da Frodo ha Sam, ha eus un tu all ar pezh a c'hoarvezas d'ar peurrest ar Gevredigezh, pep lodenn renet gant un Tour, ar pezh a ro titl an eil lodenn. Titl an trede lodenn a zave da zisoc'h Brezel ar Walenn.
 
Skrivet eo bet al levr a dammoù da dammoù etre [[1937]] ha [[1949]] evit heuliañ [[an Hobbit]], embannet e [[1937]]. Embannet eo bet rannet e teir lodenn, a-enep da youl orin Tolkien, etre [[1954]] ha [[1955]]. Graet en deus berzh bras o vont da vezañ an eil levr muiañ gwerzet gant 150 milion skouerenn gwerzhet.
 
== Berradur ==
=== The Fellowship of the Ring (Kevredigezh ar Walenn) ===
==== Levrenn gentañ ====
Linenn 25:
[[Rummad:Oberennoù J. R. R. Tolkien]]
 
{{Liamm PuB|es}}
{{Link GA|fr}}
{{Link GA|th}}