Afer an Tour de Nesle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bot : eu:Nesle dorrearen gertaera zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 1:
'''Afer an Tour de Nesle''' zo un afer brudet hag a vije c'hoarvezet e deroù ar XIVvet kantved, en [[Tour de Nesle]], un tour ouzh mogerioù Pariz er Grennamzer, ma kemeras perzh teir [[merc'h-kaer]] ar roue gall. Er XVvet kantved e voe savet ur vojenn diwar-benn ur rouanez a vije bet oc'h ebatal eno hag a lakae he serc'heien en seier goude kousket ganto, ha taolet goude d'ar stêr.
 
 
[[FileRestr:Philippe le Bel famille.jpg|thumb|300px| Skeudenn eus 1315, ma weler pentudennoù Afer an Tour de Nesle, bloaz goude ar wallabadenn : e-kreiz [[Fulup IV (Bro-C'hall)]], ar roue gall, hag e diegezh: a gleiz da zehou : e vab, [[Charlez IV]], [[Fulup V]], e verc'h Isabelle de France, eñ, e vab henañ [[Loeiz X (Bro-C'hall)|Loeiz X]], hag e vreur, Charles de Valois.]]
 
== An tour ==
An [[Tour de Nesle]] a oa un tour war lez kleiz ar stêr Saena, dirak tour al [[Louvre]], hag a oa bet anvet « tour Hamelin ». An daou dour-se a oa daou eus pevar zour bras ar voger savet adal 1214, anvet diwar-lerc'h an ostel Nesle, tostik dezhañ. <!--Toutes deux font partie des quatre grandes tours de l'enceinte que Philippe Auguste a fait construire à partir de 1214 pour protéger Paris. Ronde et massive, cette tour de près de 25 mètres de hauteur .-->
 
== Istor ==
Pevar bugel en doa ar roue gall [[Fulup IV (Bro-C'hall)| Fulup IV ''le Bel'']], ha tri mab anezho (a reno war e lerc'h), hag o-zri dimezet:
* [[Loeiz X (Bro-C'hall)|Loeiz]] (1289-1316), [[Roue Navarra]] (1305-1316),
* [[Fulup V (Bro-C'hall) | Fulup]], kont [[Poitiers]],
* [[Charlez IV (Bro-C'hall) | Charlez]], kont ar [[Marcha]],
An tri a voe dimezet:
* Loeiz en [[1305]], da [[Marc'harid Bourgogn (1290-1315)|Marc'harid Bourgogn]], merc'h da Zug [[Bourgogn]], a oa 15 vloaz ;
* Fulup en [[1306]], da [[Janed II Bourgogn|Janed Bourgogn]], merc'h henañ [[Mahaut Artez]];
* Charlez en 1308 da [[Blanche Bourgogn (war-dro 1296-1326)|Blanche Bourgogn]], eil merc'h [[Mahaut Artez]], a oa 12 vloaz.
 
Mignonezed e oa an teir friñsez yaouank, plac'hed lirzhin ha kran en ul lez tristik, ha brud fall a voe savet dezho. Kontet e veze e tegemerent gwersed, hogen prouenn ebet ne oa, ha derc'hel a raent da gas o buhez laouen ha dibreder.
 
E deroù [[1314]] e krogas an afer. Urzh a roas ar roue gall [[Fulup IV (Bro-C'hall)| Fulup IV ''le Bel'']] da herzel e deir merc'h-kaer
 
Hervez ur c'hronikour e oant bet flatret gant merc'h ar roue, [[Isabelle de France (1292-1358)|Isabelle de France]], rouanez Bro-Saoz.<br />
Linenn 26:
Anavezet eo ar gwallabadenn-se evel [[afer tour Nesle]].
 
Boureviet e voe an daou varc'heg, hag anzav a rejont o darempredoù gant ar priñsezed. kignet e voent e Pontoise en-bev, spazhet, dibennet, ha lakaet ouzh ar groug.
 
== Lennegezh ==
* Dre fazi eo e vez staget anv ar prederour gall [[Jean Buridan]] ouzh an afer abalamour d'ar varzhoneg c'hallek, [[Ballade des dames du temps jadis]] gant [[François Villon]].
 
[[Rummad:Istor Bro-C'hall er XIVvet kantved]]
[[Rummad:1314]]
 
{{Liamm PuB|eu}}