Keflusker Stirling : diforc'h etre ar stummoù

D
Bot : ro:Motorul Stirling zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 40 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q186212
D Bot : ro:Motorul Stirling zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 1:
<p align="left" style="spacing:6px; padding:6px; border:1px solid #006699; background:#EAF5FB">[[SkeudennRestr:Books-aj.svg aj ashton 01.svg|100px]]
'''Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi.''' Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.</p>
<noinclude>[[Rummad:Patromoù kemennoù]]</noinclude>
 
Ar c’heflusker Stirling a zo ur c’heflusker gant un devidigezh diavaez, ennañ ur gaz a heul ur c’helc’hiad pevar fred. D'e gas en dro ne c’houlenn nemet un diforc’h a temperadur etre div lodenn anezhañ. Anvet e oa ivez keflusker dre aer tomm e penn kentañ.
Linenn 8:
 
Dianavezet e chom ar c’heflusker-mañ gant an dud voutin daoust dezhañ kaout perzhioù a zedenn an arbennigourien.
[[SkeudennRestr:Animrhombor.gif|thumb|right|200px|'''Keflusker Stirling beta''' Gant un adc'haner eo an hini-se.]]
 
== An istor ==
 
E-penn kentañ an XIX{{vet}} kantvet e tarzhe alies kaoterioù ar vekanikoù-aezhenn o gloazañ tud. Sur a-walc’h eo an abeg-se en deus mennet [[Robert Stirling]] da labourat a-benn seveniñ ur c’heflusker hep kaoter gant gwaskoù re uhel ennañ hag ouzhpenn-se gwellaat spletusted ar mekanik rak n’eo ket dav tommañ dour. E 1816 e kemeras neuze [[Robert Stirling]] ur breved war e mekanik dre aer tomm hag un neubeut amzer goude e ouzhpennas dezhañ ur pezh talvoudus : an adc’haner. Ar pezh-se, dre raktommañ ha rakyennañ ar gaz, en deus kresket kalz spletusted ar c’heflusker. E 1843 eo bet staliet gant James Stirling (breur Robert Stirling) ur c’heflusker Stirling en uzin ma laboure evel ijinour. Siwazh, rak un diouer a galloudegezh ha kudennoù torridigezh ez eo bet erlec’hiet gant ur mekanik-aezhenn un neubeut amzer goude. E 1871 a drugarez araokadennoù an [[termodinamik]] ez eus bet tu da [[Gustav Schmidt]]<ref>{{en}} [http://www.sesusa.org/DrIz/isothermal/Schmidt.html The Schmidt Analysis]</ref> diskrivañ kelc’hiad ar c’heflusker Stirling gant ar matemetik.
 
Ranket eo bet gortoz goude studiadennoù an embregerezh Phillips er bloavezhioù 1930 evit ma vije adimplijet anezhañ e 1938 ez eo bet krouet ur mekanik 200 marc’h-nerzh (147kW), gant un efedusted a 30%. Implijet eo ar c’heflusker-mañ hiziv gant ar griogeniezh, evit produiñ azot dourennek da skouer, pe gant ar genganerezh, evit dastum energiezh termek e moged ar c’haoterioù-aezhenn, pe treuzfeurmiñ energiezh an [[Heol]] e tredan en ur implijout uheldeknologiezhioù : danvezhioù a gouzañv diforc’hioù bras a demperadur, evel ar gwer Pyrex, pe reoù all, ur perzh gante da eskemm mat-tre o energiezh termek gant ar gazoù, evit an adc’haner.
Linenn 21:
 
== Pennaenn ==
[[skeudennRestr:MM-7 Stirling Engine.jpg|thumb|right|Keflusker Stirling MM-7, Eus ar seurt gamma eo ha goulenn a ra un diforc'h temperadur a 4&nbsp;°C hepken da vont en dro.<ref>[http://www.stirlingengine.com/product/78?product_id=78 {{en}}Lec'hien an embregerezh en deus krouet an MM-7]</ref>]]
Ar c’heflusker Stirling a dreuzfeurm energiezh termek en energiezh mekanek. Evit en ober e vez implijet ur fluidenn, ur gaz (aer, dihidrogen pe heliom), hag a vez tommet ha yennaet a-benn implijout fenomenn an emled.
 
Linenn 32:
 
Kelc’hiad Stirling a zo ar c’helchiad termodinamik diskrivet gant an holl geflukerioù Stirling. Ar c’helc’hiad-se a zo amginus da lâret eo e c’hall ur c’hefluker Stirling produiñ energiezh termek, ha diouzh an tu ma troio e yeno pe e tommo al lodenn a vez sañset tommet anezhi.
[[SkeudennRestr:Stirling Cycle.png|160px|thumb|left|[[Diagram Clapeyron]] kelc’hiad Stirling teorikel, ezpleustrek ez eo tost elliptek.]]
Ar c’helchiad-se a zo ur c’helc’hiad serret hag adc’haner. Serret rak implijet e vez atav ar memes fluidenn ennañ hag adc’haner rak e vez un adc’haner a dalvez da welaat efedusted ar c’helc’hiad.
 
Linenn 40:
* Poent 2 betek 3 : Yenadur izokor (gant ur volum digemm). Trement a ra ar gaz en adc’haner en ur tommañ anezhañ. Yenaat a ra da c’houde e lodenn yen ar c’heflusker. Diskenn a ra temperadur ha gwask ar gaz er prantad-se.
* Poent 3 betek 4 : Kenwaskadur izoterm. Yenaet e vez ar gaz e-keit ma vez kenwasket anezhañ. Er prantad-se e vez bevezet energiezh mekanek da kenwaskañ ar gaz.
* Poent 4 betek 1 : Tommadur izokor. Trement ’ra ar gaz en adc’haner un ur yenañ anezhañ. Tommet eo da c’houde e lodenn tomm ar c’hefluker. Kreskiñ a ra temperadur ha gwask ar gaz er prantad-mañ.
 
 
 
=== An adc’haner ===
An adc’haner a zo sur-wac’h ijinadenn pennañ [[Robert Stirling]]. Efedusted ur c’heflusker Stirling a zo diouzh an diforc’h a [[temperadur]] a zo etre al lodenn tomm hag al lodenn yen met ivez diouzh an adc’haner hag e perzh pouezus.
 
An adc’haner a zo ur pezh a vez lakaet etre al lodenn tomm hag al lodenn yen hag a vez e roll da esperniañ energiezh. A-benn en ober e vez raktommet pe rak yenaet ar gaz pa trement ennañ. Raktommet eo ar gaz pa trement dre an adc’haner adalek al lodenn yen davet al lodenn tomm, yenaet e vez neuze an adc’haner en ur kemer energiezh termek dezhañ. En tu kontrol, rakyenaet e vez ar gaz pa trement ennañ war zu al lodenn tomm, kollet e vez energiezh termek gant ar gaz en ur tommañ an adc’haner.
 
Dre an adc’haner e vez nebeutoc’h a eskemmoù d’ober el lodennoù yen pe tomm, da lâret eo e vez kresket efedusted ar c’heflusker, met krouet e vez ivez ur volum kollet. Dre ma n’eo ket aes d’ober eskemoù energiezh gant ar gazoù, ez eo diaes jediñ stumm ha mentoù an adc’haner met dre ma vez kresket efedusted ar c’heflusker e ra dioutañ luziet met talvoudus..<ref>[http://www.moteurstirling.com/ {{fr}}Ul lec'hienn diwar benn ar c'hefluskerioù dre aer tomm]</ref>
Linenn 53:
== Perzhioù mat ha perzhioù fall ==
=== Perzhioù mat ===
* Produiñ a ra neubeut a daskrennoù rak n’ez eus tarzhadenn ebet, klapet ebet na gazoù o vont er maez, ar pezh a ra dioutañ ur c’heflusker didrouzus.
* Un efedusted uhel en deus hag ouzhpenn-se ez eus moien da implijout anezhañ d'ober kenganerezh.
* Aez da zerc’hel a drugarez ma n’ez eus eskemm ebet etre ar maez hag an diabarzh, reaktadenn kimiek ebet ennañ hag ur veizherezh simpl.
Linenn 88:
 
=== Stirling beta ===
[[SkeudennRestr:BetaStirlingTG4web.jpg|thumb|200px|'''Troc'h ur c'heflusker Stirling beta.''' Lodenn tomm e roz, lodenn yen e gris. Hep adc'haner eo.]]
Ar c’hefluker Stirling beta a implij ur gaz endalc’het etre daou ribouler kenahelel hag a fiñvont an eil e keñver eben pa vez cheñchamantoù volum gant ar gaz hag a fiñvont asambles, pe dost, evit cheñch lodenn d’ar gaz. Al lodenn tomm hag an hini yen a zo e pennoù enep ar memes sailh ar pezh a sav kudennoù eskemm energiezh etreze.
 
Linenn 123:
* {{fr}}[http://www.dailymotion.com/video/x3i0zn_le-moteur-stirling_auto Video o tiskouezh splan e c'hall ar c'heflusker Stirling tommañ pe yenañ ivez.]
 
[[Rummad:Patromoù kemennoù]]
[[Rummad:Kefluskerioù]]
 
{{Liamm PuB|ro}}
60 213

kemm