Sañskriteg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 130 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q11059 (translate me)
D Bot : sa:संस्कृतम् zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 16:
}}
 
Ar '''sañskriteg'''<ref>F. Vallée [[Grand dictionnaire français-breton]] (1931) p.372b; [[Geriadur Brezhoneg an Here]] (2001) p.1138b.</ref>, pe '''sanskriteg'''<ref>''Sanskriteg'', e [[Geriadur Hemon-Huon]].</ref> (संस्कृता वाक् ''saṃskṛtā vāk'') a zo ur yezh [[yezhoù indez-europek|indez-europek]] [[yezh klasel|klasel]] eus [[India]]. Ar ger ''saṃskṛta-'' a dalvez "glan, santelezet, sakr". An anv ''saṃskṛtā vāk'' pe "yezh c'hlan" a roer d'ar sañskriteg a ra dave d'ur '[[yezh uhel]]' implijet evit lidoù [[relijion|relijiel]]. Ar yezhadur koshañ eo an Ạṣtādhyāyī bet savet gant [[Panini (yezhadurour)|Panini]] (Pāṇini पाणिनि ) er {{Vvet kantved kt JK}}.
 
Damheñvel eo statud ar sañskriteg evit sevenadur India ouzh hini al [[latin]] evit [[Europa]], dre ma'z eo hounnezh ar yezh a voe implijet evit skrivañ ar [[veda]]où o tennañ d'an [[hindouegezh]]. Ur [[yezh varv]] eo ar sañskriteg ivez, dres evel al latin, dre ma n'eus kumuniezh ebet a ra gantañ. Diouzh an tu all avat, e vez desket ar sañskriteg evel eil yezh alies ha 6&nbsp;000 [[brahmin]] bennak a lâr ez eo ar sañskriteg o yezh kentañ ha tud zo a glask lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev en-dro. Implijet e vez ar sañskriteg peurliesañ evel ur yezh relijiel evit al lidoù [[hindouegezh|hindouek]].
 
Ar '''sañskriteg rakklasel''' pe '''vedel''' a zo unan eus ar [[yezhoù indez-europek]] koshañ a gaver roudoù skrivet diouto. Amañ e vez kaoz kentoc'h eus ar '''sañskritek klasek''' evel ma voe bet deskrivet e yezhadur gant Panini tro-dro da 500 a-raok Jezuz.
Linenn 137:
=== Displegadur an anvioù ===
 
Ur [[yezh enteuzel]] eo ar sañskriteg, gantañ tri [[jener]] (gourel, benel, nebreizh) ha tri [[Niver (yezhoniezh)|niver]] (unander, liester, daouder). Eizh [[Kas (yezhoniezh)|kas]] ez eus: [[Kas (yezhoniezh)|nominativel]], [[Kas (yezhoniezh)|vokativel]], [[Kas (yezhoniezh)|akuzativel]], [[Kas (yezhoniezh)|benvegel]], [[Kas (yezhoniezh)|dativel]], [[Kas (yezhoniezh)|ablative]], [[Kas (yezhoniezh)|genitivel]], [[Kas (yezhoniezh)|lokativel]].
 
==== Gwriziennoù gant ''a'' Gourel ha Nebreizh ====
Linenn 289:
::Div wrizienn liammet gant ''ha'', d.s. ''matara-pitara'' 'mamm-tad' = 'kerent; tud'.
2. '''Bahuvrihi''' (''perc'hennañ'')
::Ur ger kevrennek hep penn ebet hag oc'h ober dave d'un dra disheñvel diouzh pep termen er ger kevrennel, d.s. "penn-skañv" n'eo ket un doare ''penn''.
3. '''Tatpurusha''' (''spishaat'')
::Ul liamm a zo etre pep termen er ger kevrennek, d.s. ur ''voest-bost'' a zo ur vouest evit lakaat lizhiri enni.
Linenn 299:
=== Kevreadur ===
 
Digor eo urzh ar frazenn, met peurliesañ e vez kavet kentoc'h an urzh '''Rener - Renadenn - Verb''' (SOV).
 
 
Linenn 320:
* [http://www.samskrita-bharati.org/newsite/index.php Sañskriteg yezh vev]
 
== Notennoù ha daveennoù ==
<references/>
 
Linenn 327:
[[Rummad:Sañskriteg]]
 
{{Liamm PuB|sa}}
{{Liamm PuB|vi}}