Abati Lokentaz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Retrait de 2 liens interlangues, désormais fournis par Wikidata sur la page d:Q1775894
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
==Istor==
[[Skeudenn:Statue St-Gildas 07082.jpg|left|200 px|thumb|Delwenn Sant Weltaz, war an aod.]]
Etre ar [[VIvet kantved|VIvet]] hag an {{Xvet kantved}} e oa un abati, savet moarvat gant sant Weltaz, (pe sant Gweltaz), pe gant menec’h a oa bet gantañ hag a lavare e oa relegoù ar sant ganto. N’eus roud ebet eus an abati kentañ-se. Hogen gouzout a reer e oa bet anezhañ dre ma voe meneget gant menec’h all : ar re a oa deuet d’en em staliañ en ardremez [[Châteauroux]] war-dro 920, o tec’hout dirak an Normaned, a oa o tont eus abati Lokentaz ; hag ar re a oa deuet eus [[abati Fleury]] da adsevel abati Lokentaz e [[1008]] a lavaras e oa rivinoùdismantroù un abati koshoc’h eno.
 
An eil abati a voe savet adalek 1008 eta, betek dibenn ar {{XVvet kantved }}: chomet ez eus un iliz romanek, bezioù, un nebeud dielloù ivez. War c’houlenn dug Breizh, [[Jafrez Iañ (dug Breizh)|Jafrez Iañ]], e voe adsavet ar manati, gant menec’h deuet eus abati Fleury, e-kreiz Bro-C’hall, adalek 1008. Ne ouzer ket daoust hag adsavet e voe el lec’h resis ma oa an abati kentañ. Gant sent all e voe darempredet an abati en amzer-se : [[Goustan]], [[Riog]]. D'ar c'houlz-se e voe skrivet buhez sant Weltaz, gant an abad Vital, gouez da [[Ferdinand Lot]]. Un abati bras e teuas da vezañ abati Lokentaz, perc’henn war e-leizh a zouaroù ha war meur a brioldi e Bro-Wened.
 
E 1125 e voe galvet [[Pierre Abélard]] da gemer penn an abati. Start e voe an traoù evitañ : disent ha dizurzh e oa ar venec’h, emezañ en e skridoù, ken e rankas mont kuit. Gwelloc’h e voe ar prantad war-lerc’h, pa oa ar peoc’h o vleuñviñ er vro ha duged Breizh oc’h ober o annez nepell, e [[kastell Susinioù]]. E [[1189]] e voe roet ur garta d’an abati gant an dugez [[Konstanza]], hag un donezon a zoare. Tud eus familh an duged, marvet e Susinioù, a voe beziet en abati Lokentaz. Met siwazh ne chom ket kalz a zielloù eus an amzer-se, rak kalz anezho a voe distrujet e-pad ar [[Brezel Kant Vloaz]].
 
An dielloù nevesañ, etre dibenn ar {{XVvet kantved}} hag an [[Dispac’hDispac'h gall]], zo deuet betek ennomp. E ti dielloù departamant ar [[Mor-Bihan]] emaint ha kalz a zesker ganto a-zivout istor gourenez Rewiz a-bezh. Tennet ez eus bet splet anezho gant an aotrou Luco, evit e levr embannet e [[1869]], ha gant ar chaloni Le Mené, er studiadenn embannet gantañ e Kannadig ar [[Société Polymathique du Morbihan]], e [[1902]]. Teñzor an abati na voe ket distrujet e-pad an Dispac’h : saveteet e voe gant person Lokentaz, an aotrou Le Duin. Bez’ eo unan eus ar re vravañ zo e Breizh.
 
== Lennadurezh ==
Linenn 24:
*Geneviève Le Louarn, «Saint-Gildas-de-Rhuys, regards croisés sur l’église abbatiale », ''Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne'', 2005, pp. 629-642.
*Raphaël Valéry, "La bibliothèque de la première abbaye de Saint-Gildas-de-Rhuys" ''Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne'', 2005, pp. 29-88.
 
 
== Liammoù diavaez ==