Sophia Charlotte von Platen-Hallermund : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[File:Platen.jpg|thumb|[[Clara Elisabeth von Platen]], mamm Sophia Charlotte von Platen-Hallermund.]]
 
'''Sophia Charlotte von Platen-Hallermund''' (1675 – 1725) a oa ur gontez alaman, merc'h da [[Clara Elisabeth von Platen]] (1648–1700). He mamm a oa serc'h da [[Ernst August von Hannover (1629-1698)]], [[Dilenner Hannover]]. Pried he mamm, Franz Ernst, Baron von Platen (1631–1709), a oa he zad ofisiel, met an holl el lez a ouie piv e oa merc'h d'an Dilenner. E 1689 e voe anvet ar baron da gont, ha setu Sophia da gontez war un dro da 14 vloaz. En em glevout mat a rae Sophia gant he lezbreur [[George Iañ|Georg]], pennhêr he zad Dilenner, hogen diwall a rae an Dilennerez ned aje ket re bell an darempred etrezo.
 
Pa varvas he zad, an Dilenner, e 1698, eo he lezvreur [[George Iañ|Georg]] (1660 – 1727), a voe Dilenner Hannover war-lerc'h o zad.
 
En 1701 e timezas Sophia Charlotte da Johann Adolf, Baron von Kielmansegg (1668–1717), a rae war-dro kezeg ha marchosioù an Dilenner. Tri mab o doe ha div verc'h, ha Charlotte (1703–1782), a zimezas da Emanuel Howe, Beskont Howe.
 
E 1714 e varvas ar rouanez saoz [[Anne]] hag e teuas [[George Iañ|Georg]] da vout [[roue Breizh-Veur]] (pa oa 54 bloaz). Mont a reas Sophia hag he ziegezh d'e heul da Londrez da chom. En em glevout mat a rae gant tud al lez eno, a gave dezho e oa serc'h d'ar roue, met bec'h he deveze gant [[Melusine von der Schulenburg]], serc'h he lezvreur, ha gant [[Caroline von Brandenburg-Ansbach|priñsez Kembre]], [[merc'h-kaer]] ar roue, a rae fae warni, hag a zroukkomze diwar he fenn.
 
E 1716 e voe anvet Melusine da Zugez [[Cúige Mumhan|Munster]] hag e 1719 da Zugez Kendal. mervelMervel a reas pried Sophia er bloaz goude, e 1717. E 1721 e voe anvet da Zugez [[Leinster]] ha bloaz goude da Gontez Darlington ha Baronez Brentford.
 
E 1716 e voe anvet Melusine da Zugez [[Cúige Mumhan|Munster]] hag e 1719 da Zugez Kendal. mervel a reas pried Sophia er bloaz goude, e 1717. E 1721 e voe anvet da Zugez [[Leinster]] ha bloaz goude da Gontez Darlington ha Baronez Brentford.
 
{{DEFAULTSORT:Platten-Hallermnund, Sophia Charlotte von}}