Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(→Istor) |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
==Istor==
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emgleo ar Skrivagnerien]],
Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]]. E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel [[Langleiz]], da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ [[peurunvan]].
|