Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emgleo ar Skrivagnerien]], oc'h en em glevout diwar-benn ar reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhoneg [[Bro-Leon|Leon]], [[Kerne]] ha [[Treger]], alese an anv ''KLT''.
 
Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno. Sinet e oa an emglev gant an dud-mañ : [[Frañsez Vallée]], [[Emil Ernod]], [[Louis Le Clerc]] (Kloareg ar Wern), [[Yann-Vari Perrot]], Koroller, [[Erwan ar Moal]], [[Aogust Bocher]], Caurel, [[Klaoda ar Prad]], [[Jos-Pêr ar Braz|Jos ar Braz]] (Dirlem), anvioù meneget e ''Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier'' <ref>Pajennoù 223-234, trede embannadur. Adembannet e 1986 gant Ar Skol vrezoneg - Emgleo Breiz. </ref>, gant [[L. Le Clerc]], diwar pennadoù eus ar sizhunieg [[Kroaz ar Vretoned]] .
 
Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]].