Arigrap Pfalz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempennig
Linenn 25:
:''Ar C'hallaoued a veze lavaret anezho e oant ur vroad tud onest, denek, sevenaet, enebet o spered ouzh ar varbariezh; ar Gall hiriv avat n'eo nemet un debrer-tud, daou dra heñvel e spered an amezeien.<ref>Ernest Lavisse op. cit. P.752</ref>. Ouzhpenn an ali-se e laka ar briñsed alaman da vont a-du gant an impalaer santel ha da gemer perzh er brezel a-enep Bro-C'hall.<ref>Jean-Christian Petitfils op. cit. p.497</ref>.
Menegiñ a c'haller barn [[Voltaire]] ivez:
:''An eil gwech e oa d'ar vro-gaer-mañ bezañ gwastet dindan Loeiz XIV; met ar flammoù a oa bet lakaet gant Turenne da zeviñ div gêr hag ugent kêriadenn e Pfalz ne oant nemet fulennoù e-skoaz an tangwall-mañ. Heuget e voe Europa. An ofisourien a gasas al labour-se da benn a oa mezh enne o vezañ binvioù ar c'hrizderioù-se<nowiki>[</nowiki>...<nowiki>]</nowiki>. Ma vije bet gwelet an arvest gant ar roue e vije aet e-unan da lazhañ ar flammoù. Ar broadoù ha n'o devoa rebechet nemet e c'hoant a veli en ur estlammañ outañ a huchas neuze a-enep e grizded hag a damallas e bolitikerezh zoken: rak ma vije deuet an enebourien en e Stadoù, eveltañ e ti an enebourien, o dije pulluc'het e gêrioù. Da zoujañ e oa an dañjer-mañ: Loeiz, o lakaat kant mil soudard war an harzoù en doa dezketdesket da Alamagn ober strivoù heñvel. <ref>[[Le Siècle de Louis XIV]]|chap=XVI-De ce qui se passait dans le continent...| passage=371|lire en ligne=http://fr.wikisource.org/wiki/Le_Si%C3%A8cle_de_Louis_XIV.</ref>.''
 
==Notennoù==