Anna Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant 'Yihaaaaaaaaaaa <<<<<<<8'
Linenn 1:
Yihaaaaaaaaaaa <<<<<<<8
[[File:BNF - Latin 9474 - Jean Bourdichon - Grandes Heures d'Anne de Bretagne - f. 3r - Anne de Bretagne entre trois saintes (détail).jpg|thumb| Anna Breizh ]]
 
 
[[Restr:Anne de bretagne.jpg|thumb|right|Emañ Anna Breizh o resev digant Antoine Dufour un dornskrid a sav meuleudi d'ar maouezed brudet. Skeudenn graet, war a greder, gant Piéral e-tro 1505 (Mirdi Dobrée, [[Naoned]]) ]]
 
'''Anna Breizh'''<ref>http://annedebretagne2014.wordpress.com/2013/12/22/anna-breizh-le-pourquoi-de-labsence-de-mutation-dans-la-version-en-breton-danne-de-bretagne/</ref> pe '''Anna Vreizh'''<ref>Skouerioù kemmadur, er yezh komzet, en un anv-lec'h goude an anv '''Anna''' a vo kavet e-barzh levr [[Mikael Madeg]], P. Pondaven, [[Yann Riou]] ''Anoiou badiziant Bro-Leon'', [[Emgleo Breiz]], 2006, p.47: «Ana(ñ) Dal Ar Chapel (Eusa)», «Anaig Gêrgestan (Plouarzel)» (Kergestan a zo ul lec'h e Plouarzhel).</ref> a zo ganet d'ar [[25 Genver|25 a viz Genver]] [[1477]] (1476 hervez an doare kozh) e [[Naoned]] ha marvet d'an [[9 Genver|9 a viz Genver]] [[1514]] e [[Blois]], e [[Bro-C'hall]], a oa [[dugez Breizh]], war-lerc'h marv he zad e [[1488]], betek [[1514]].
Dre he dimezioù e voe ivez :
* arc'hdukez [[Aostria]] ha [[rouanez ar Romaned]] (1490-1491);
* rouanez Bro-C'hall (1491-1498) ha rouanez [[Sikilia]] ha [[Jeruzalem]] war un dro;
* rouanez Bro-C'hall adarre (1499-1514) ha dugez [[Milano]] war un dro.
[[Merc'h]] e oa da zug Breizh [[Frañsez II, dug Breizh|Frañsez II]] (1435-1488), ha d'e eil wreg [[Marc'harid Foix]] (war-dro 1449-1486), priñsez [[Navarra]]. [[Keniterv]] a oa da [[Anna Foix]], rouanez [[Hungaria]].
 
== Hec'h anv ==
War a seblant ne oa ket gwall anavezet hec'h anv-badez er vro a-raok hec'h amzer ha ne voe ket a barrez anvet '''Santez Anna''' a-raok ar {{XVIvet kantved}}.
Un anv boutin e oa deuet da vezañ avat war-dro fin ar {{XVvet kantved}} e [[Bro-C'hall]]. Un anv stank e vo e Breizh war-lerc'h emziskouezioù [[Santez Anna]] dirak daoulagad [[Yann Nikolazig]] er [[XVIIvet kantved]].
 
== He bugaleaj ==
Nebeudik a dra a ouzer eus he buhez a-raok marv he zad.
Savet e voe dindan evezh Françoise [[Dinan]], itron [[Laval]] ha [[Kastellbriant]].
Evel bugale an noblañsed uhel e voe desket dezhi lenn ha skrivañ e galleg ha komz un tamm latin.
Hervez ar vojenn he dije desket un tamm brezhoneg gant ur vatezh.
Tud zo a lavar n'he devoa ket bet deskamant a-raok erruout e lez ar roue gall, dre ma ne oa ket troet he zad gant ar sevenadur. Koulskoude e oa ur barzh en e lez, a gane e glodoù, hag a oa anvet [[Jean Meschinot]].
Sellet e veze outi gant priñsed ar broioù amezek rak Breizh a oa ur preizh mat evit meur a hini.
 
== Ur bennhêrez ==
Mab ebet n'en doa bet an dug [[Frañsez II, dug Breizh|Frañsez II]] digant e wreg. Evit dizarbenn an diaezamantoù a c'halled gortoz gwelout e c'houlennas an dug digant [[Stadoù Breizh]] anavezout Anna evel danvez dugez e [[1486]].
 
Peadra a oa d'arguzenniñ diwar-benn lakaat Anna da bennhêrez rak hervez [[feur-emglev Gwenrann]] e [[1365]] ne oa ket kaoz ne vije ket a vab en unan eus an div familh e oa ar gwir ganti da gaout ar gurunenn, da lavarout eo e ti ar re [[Moñforzh|Voñforzh]] pe ar re [[Pentevr|Bentevr]].
Ar baotred a oa war ar renk a oa eus daou du neuze:
 
==== Hêred a-berzh Monforzh ====
{{IstorBreizh}}
 
* ''Yann II'', [[beskont]] [[Roc'han]], pried Mari Breizh (merc'h d'an dug [[Frañsez Iañ, dug Breizh|Frañsez Iañ]]). Hep [[feur-emglev Gwenrann]] eo e bried a vije bet dugez adal 1469, pa oa marvet he c'hoar henañ Marc'harid Breizh. Neuze eo pried Marc'harid ([[Frañsez II, dug Breizh|Frañsez II]] eta) a rankje bezañ laosket ar galloud gant Yann II. Evit unaniñ e-lec'h rannañ e kinnigas Yann II e timezje e vibien Frañsez ha Yann gant Anna hag he c'hoar. Hogen nac'h a reas Frañsez II.
* ''Jean de Chalon'', priñs [[Orange]], mab da Gatell Breizh (c'hoar d'an dug Frañsez II). Hervez divizoù feur-emglev Gwenrann e oa dezhañ e tleed reiñ an dugelezh ma ne oa ket da Anna pe d'he c'hoar.
* ''Frañsez Avaogour'', mab [[bastard]] d'an dug Frañsez II ha d'e [[serc'h]] [[Antoinette de Maignelais]]. Dirak ar Stadoù en devoa dilezet e wirioù.
 
==== Hêred a-berzh Pentevr ====
 
* [[Charlez VIII (Bro-C'hall)|Charlez VIII]], a oa bet e dad [[Loeiz XI (Bro-C'hall)|Loeiz XI]] o prenañ gwirioù ''Nicole de Blois-Bretagne'', kontez [[Pentevr]] war an dugelezh e 1480. E [[feur-emglev Montargis]] e oa anavezet evel hêr gant lod eus noblañsed Breizh.
 
* ''Jean II de Brosse'', [[kont Penteür]] (mab da ''Nicole de Blois'' ha da ''Jean Ier de Brosse''), met dre ziv wech (e 1480 pa oant bet gwerzhet, e 1485 e oant bet kadarnaet) e oa dilezet he gwirioù gant e vamm.
 
* [[Alain d'Albret]], pried intañv ''Françoise de Blois-Penthièvre'' (marvet en 1481), [[keniterv]] da ''Nicole de Blois-Bretagne", en doa lavaret (en aner) en doa gwir drezi war gontelezh Penteür.
Da gentañ e felle dezhañ dimeziñ gant Anna, goude-se dimeziñ e vab dezhi. Prometet e oa bet dorn [[Isabeau]] (c'hoar Anna) d'e vab, nemet mervel a reas a-raok an eured.
 
== Eus an dimeziñ d'an eured ==
He dimeziñ mat eo a glask he zad ober, evit derc'hel penn ouzh roue Bro-C'hall a zo o klask lakaat e grabanoù war Vreizh. Dre ginnig da veur a briñs europat unaniñ an [[dugelezh]] ouzh o domani er stumm-se eo e voe gallet kaout skoazell diganto a-enep an enebour.
 
Da gentañ e voe dimezet en-ofisiel da [[Edouarzh]], [[priñs Kembre]], mab da [[Edouarzh IV (Bro-Saoz)|Edouarzh IV]]. Nemet pa varvas e dad e 1483 ne voe roue nemet e-pad tri miz, dindan an anv a [[Edouarzh V (Bro-Saoz)|Edouarzh V]], rak lazhet e voe e [[Tour Londrez]] gant Richarzh, dug Gloucester, a zeuas da vezañ roue dindan an anv a [[Richard III (Bro-Saoz)|Richard III]].
 
War-lerc'h e voe soñjet e meur a zimeziñ all:
* gant ar c'hembread ''Herri Tudor'' (pe ''Tudur'' e kembraeg), a zeuy da vezañ [[Herri VII (Bro-Saoz)|Herri VII]], a oa deuet da glask repu da Vreizh e 1471 hag a chomas er vro e-pad ur 14 vloaz, met ne oa ket troet gant an dimeziñ-se;
* gant [[Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel]], roue ar Romaned, (pried intañv ''Marie a Vourgogn'', hêrez an dug [[Charlez an Her]])
* gant [[Alain d'Albret]]
* gant Loeiz, dug [[Orleañs]], kenderv da [[Charlez VIII (Bro-C'hall)|Charlez VIII]] (hag a zeuy da vezañ ar roue [[Loeiz XII (Bro-C'hall)|Loeiz XII]] , met dimezet e oa da [[Janed Bro-C'hall]]
* gant ''Jean de Châlons'', priñs [[Orange]] (e [[Provañs]]).
 
== Brezelioù ==
E 1488 e oa faezhet armeoù [[Frañsez II, dug Breizh|Frañsez II]] e [[emgann Sant-Albin-an-Hiliber|Sant Albin an Hiliber]], war-lerc'h ar « ''Brezel Foll'' », e voe ret d'an dug plegañ da zivizoù [[feur-emglev Le Verger]] a oa displeget ennañ ne c'halle ket e verc'hed dimeziñ hep asant ar roue gall.
 
D'an 19 a viz Kerzu 1490 e timezas an dugez Anna, dre hanterouriezh, da Vasimilian, roue ar Romaned, a zeuy da vout [[Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel]], [[impalaer santel roman german]]. Dre se e teuas da vout rouanez ha mamm-gaer [[Charlez VIII (Bro-C'hall)|Charlez VIII]], a oa bet dimezet da [[Marc'harid Aostria (1480-1530)|Varc'harid Aostria]], merc'h da Vasimilian.
 
Daoust da soudarded eus [[Kastilha]] hag eus [[Bro-Saoz]] da vezañ deuet da skoazellañ arme an dug e 1491, e talc'has La Trémoille (hag a oa bet trec'h a Sant-Albin) gant ar brezel, hag e teuas ar roue gall da lakaat seziz war [[Roazhon]] ma oa Anna o repuiñ, evit lakaat e grabanoù warni.
Skrivañ a reas [[Philippe de Commines]], istorour ar roue gall: « ''Dinac'h merc'h roue ar Romaned, ha hi yaouank-flamm, a reas ar roue [[Charlez VIII (Bro-C'hall)|Charlez VIII]] (13 vloaz e oa an Aostrianez, 14 vloaz e oa Anna), ha kemer a reas da bried merc'h an dug Frañsez Breizh evit diwall ar peoc'h e dugelezh Breizh, a oa dezhañ tost penn-da-benn da vare ar feur-emglev, war-bouez kêr Roazhon [a oa o stourm outañ] ha merc'h an dug a oa enni.'' »
 
Goude un hir a seziz, hep skoazell a nep perzh, hep esper da zerc'hel ken, e voe digoret perzhier kêr d'ar roue hag e voe graet dimeziñ Anna ha Charlez e chapel ar Jakobined e Roazhon. Goude-se e voe kaset an dugez da gastell [[Langeais]], war lez ar stêr [[Liger]], nepell diouzh [[Tours]].
 
== Euredoù ==
Lidet e voe an eured e kastell [[Langeais]], e [[Touren]], d'ar 6 a viz Kerzu, goude ma oa dispennet d'he dimeziñ kentañ gant ar pab. Roet e voe gwirioù an daou bried war Vreizh d'an eil ha d'egile. Ma ne vije ket a vab dezho e voe divizet e rankje Anna dimeziñ gant an hini a vije roue war-lerc'h Charlez.
C'hwec'h bugel o doe, nemet o-c'hwec'h e varvjont en-bihan. An hini a vevas an hirañ a oa bet anvet Charlez-Orland.
 
Pa varvas Charlez VIII, e timezas gant he zrede gwaz, [[Loeiz XII a Vro-C'hall]], d'an [[8 a viz Genver]] 1499, e Naoned.
 
== Rouanez Bro-C'hall ==
Dre he dimeziñ e 1491 e teue Anna Breizh da vezañ rouanez Bro-C'hall. En he c'hontrad ez eus skrivet eo graet an eured evit asuriñ ar peoc'h etre dugelezh Breizh, kontelezh Naoned, ha rouantelezh Bro-C'hall.
Pa voe intañvezet e 1498 e tistroas da Vreizh, hag e tizoloas lec'hioù n'he devoa ket gwelet pa oa bugel.
 
== He bugale ==
Eus an eizh bugel he doa bet gant hec'h eil pried ne chomas nemet:
* [[Klaoda Bro-C'hall]] (1499-1524), dugez Breizh (1514-1524) ha rouanez Bro-C'hall (1515-1524) dre he dimeziñ gant [[Frañsez Iañ (Bro-C'hall)|Frañsez Iañ]]. — Mamm-gozh e oa eta da [[Herri III (Bro-C'hall)|Herri III]] (1551-1589), a lakaas lazhañ e genderv Herri, dug Guise;
* [[Renée Bro-C'hall]] (1510-1575), itron [[Montargis]], dugez [[Chartrez]] (1528-?) - Dimezet e 1528 gant ''[[Ercole II]]'' [[Este]] (1508-1559), dug [[Ferrara]], Modena ha Reggio . Troet e oa gant mennozhioù relijiel [[Jean Calvin]]. — Mamm-gozh e oa da [[Herri Iañ, dug Guise (1550–1588)|Herri Iañ]] (1550-1588), trede dug [[Guise]], muntret war c'hourc'hemenn e genderv ar roue gall [[Herri III (Bro-C'hall)|Herri III]].
 
== 1991 : Pempkantvet deiz-ha-bloaz hec'h eured ==
E 1991 e voe lidet pempkantvet deiz-ha-bloaz eured Anna Breizh ha [[Charlez VIII (Bro-C'hall)|Charlez VIII]]. E [[Roazhon]], a oa bet lakaet seziz dirazi, a oa bet o stourm ouzh an alouber hag ouzh an [[naonegezh]], ne voe graet meneg ebet eus an darvoud.
== 2014 : Pempkantvet deiz-ha-bloaz he marv ==
Un timbr zo bet graet gant [[la Poste| ar post gall]] en hec'h anv.
 
== Notennoù ==
<references/>
 
== Levrioù ==
* [[Philippe de Commynes]], ''Mémoires''. Daou veneg pe dri eus Anna.
* Ant. Dupuy, Histoire de l' Union de la Bretagne à la France, 2 vol. de 447 p et 501 p., Librairie Hachette, Paris, 1880.
* [[Arthur Le Moyne de la Borderie]], Membre de l' Institut, Histoire de la Bretagne, 6 levrenn in-quarto, Plihon Editeur, Imprimerie Vatar, Rennes 1905-1914.
* Hervé Le Boterf. "Anne de Bretagne. Éditions France-Empire, 1976-1996.
* Jean-Pierre Legay hag Hervé Martin, Fastes et malheurs de la Bretagne ducale 1213-1532, Editions Ouest-France Université, 435 pages, Rennes, 1982
* [[Jean Kerhervé]], L'État breton aux XIVe et XVe siècles, 2 levrenn, Maloine, 1987. ISBN 2-224-01703-0. 2-224-01704-9
* P. Tourault. "Anne de Bretagne. Paris 1990
* Geneviève-Morgane Tanguy. "Les jardins secrets d'Anne de Bretagne. F. Sorlot --F. Lanore, 1991.
* Collectif d’universitaires des universités de Brest, Nantes, Rennes, Toute l’histoire de Bretagne, dans l'Ile de Bretagne et sur le continent.Levrenn in-8°, 800 pajenn, [[Skol Vreizh]], Montroulez 1996
* Georges Minois. Anne de Bretagne. Édition Fayard, 1999.
* Geneviève-Morgane Tanguy. "Sur les pas d'Anne de Bretagne. Éditions Ouest-France, 2003.
* Collectif "Pour en finir avec Anne de Bretagne". Archives départementales, Nantes 2004.
* Didier Le Fur. Anne de Bretagne. Librairie Édition Guénégaud : Paris, 2000.
* Jaketa Favreau, ''Anna Vreizh'', [[Delioù]], Landerne, 2005.
 
 
{| align="center" cellpadding="2" border="2"
|-
| width="30%" align="center" | En he raok:<br />'''[[Frañsez II (Breizh)|Frañsez II]]'''
| width="40%" align="center" | '''[[Dugez Breizh]]'''<br />[[Restr:BlasonBRETAGNE.PNG|thum|60 px]]<br />[[1488]] – [[1514]]'''
| width="30%" align="center" | War he lerc'h:<br />'''[[Klaoda Bro-C'hall|Klaoda]]'''
|}
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1477]]
[[Rummad:Marvioù 1514]]
[[Rummad:Istor Breizh er XVvet kantved]]
[[Rummad:Istor Breizh er XVIvet kantved]]
[[Rummad:Anna Vreizh]]