Gwazhiadurezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "<!-- Skramm 1280 x 1024 px --> '''Gwazhiadurezh''' a reer eus ar framm korfadurel a c'hoarvez eus ar ''reizhiad galongwazhiedel'', a gas ar gwad er c'horf, hag eus ar '..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 12 Gen 2014 da 17:51

Gwazhiadurezh a reer eus ar framm korfadurel a c'hoarvez eus ar reizhiad galongwazhiedel, a gas ar gwad er c'horf, hag eus ar reizhiad limfel a gas al limf betek ar galon.

E korf mab-den e c'hoarvez ar reizhiad galongwazhiedel eus ar galon a gas ar gwad dre an talmerennoù, ar gwazhied hag ar c'horrwazhiedennoù. Ar reizhiad limfel a c'hoarvez eus ar forzhioù limf, ar gwerblennoù, an organoù limfel (ar felc'h hag an toazon), mel an eskern, ar gwiadoù limfel (an huegoù ha plakennoù Peyer) hag al limf e-unan.

Perzh pennañ ar wazhiadurezh eo treuzkas maguzennoù (amindrenkennoù, kevionennoù, limf, aezhennoù, hormonoù, kelligoù-gwad, hag all) da gelligoù ar c'horf, ha dastum an dilerc'hioù kennevidel a vo skarzhet gant al lounezhi, an troazh hag ar skevent pa 'z ec'hanalont.
Ouzhpenn-se e warez ar c'horf diouzh ar poreadoù, e kemer perzh e stabiladur ar gwrezverk hag ar pH, kement-se evit ma vije digemm ar rezdalc'h.

Reizhiad ar gwazhied denel

 
Kalon ha lod gwazhied un den

Ar galon, ar gwad, an talmerennoù hag ar gwazhied a ya da sevel reizhiad ar gwazhied e korf mab-den. Div rouedad zo :

  • Ar rouedad a-skevent
Ar galon a gas ar gwad dre dalmerennoù bras betek ar skevent da zastum oksigen ; dre wazhied bras e tistro ar gwad betek ar galon a-benn bout oksigenet a-nevez.
  • Ar rouedad reizhiadel
Dre dalmerennoù all ez a ar gwad oksigenet eus ar rouedad a-skevent betek an organoù ; dre wazhied all e tistro d'ar rouedad a-skevent.

Etre 4,7 ha 5,7 litrad gwad zo e korf un den en e oad gour, ar pezh a zo war-dro 7 % eus e bouez.

Goulun ha termenadurezh

1 - Talmerenn is-trebezel
2 - Gwazhienn is-trebezel
3 - Gwazhienn gefalek
4 - Gwazhienn ar gazel
5 - Talmerenn ar gazel
6 - Aortenn
7 - Gwazhienn gav uhelañ
8 - Gwazhienn gav izelañ
9 - Aortenn a-ziskenn
10 - Talmerenn ar vrec'h
11 - Gwazhienn vazilek
12 - Gwazhienn a-helmo greiz
13 - Gwazhienn gefalek
14 - Talmerenn a-helmo
15 - Talmerenn a-werzhid
16 - Gwazhienn-balv ar bizied
17 - Talmerenn-balv ar bizied
18 - Gwareg talmerel-kein
19 - Talmerennoù-kein ar bizied-treid

 

20 - Talmerenn diazpenn
21 - Karotidenn-diabarzh
22 - Karotidenn-diavaez
23 - Gwazhienn-diavaez ar c'herc'henn
24 - Gwazhienn-diavaez ar c'herc'henn
25 - Talmerennoù ar mellkein
26 - Karotidenn
27 - Talmerennoù ar skevent
28 - Gwazhiennoù ar skevent
29 - Kalon
30 - Kef ar poullkreuz
31 - Gwazhienn an avu
32 - Gwazhienn al lounezh
33 - Talmerenn al lounezh
34 - Gwazhienn c'honadel
35 - Talmerenn c'honadel
36 - Gwazhienn a-glun voutin
37 - Talmerenn a-glun voutin
38 - Talmerenn a-glun diabarzh
39 - Gwazhienn a-glun diabarzh
40 - Gwazhienn a-glun diavaez
41 - Talmerenn a-glun diavaez
42 - Gwazhienn spis vras
43 - Talmerenn ar vorzhed
44 - Gwazhienn ar vorzhed
45 - Talmerenn an arzell
46 - Gwazhienn an arzell
47 - Gwazhienn spis vihan
48 - Talmerenn a-skin diaraok
49 - Talmerenn a-skin diadreñv
50 - Talmerenn a-spilhenn
51 - Gwazhiennoù a-skin diaraok ha diadreñv
52 - Gwareg wazhiennel-gein
53 - Gwazhiennoù-kein ar bizied-treid

Ar galon

Perzh ar galon eo bangounellat gwad oksigenet ha magus betek kelligoù an organoù, hag ar gwad paouraet betek ar skevent a-benn e oksigenañ en-dro.
Peder c'hambr zo e kalon mab-den : ur gentez hag ur c'hofig da bep rouedad.

Dioksigenet eo ar gwad a erru dre ar gwazhiennoù kav (11 ha 3) e kentez dehou ar galon(1); dre an trapig tribroudek (12) ez a tre er c'hofig dehou (10), er c'has gant nerzh dre drapig ar skevent (13) ha talmerenn ar skevent (5) betek ar skevent, ma vez tennet an dioksidenn garbon ha lakaet oksigen.
Karget ag oksigen eo ar gwad a erru dre wazhienn izelañ ar skevent(6) er gentez kleiz (2) ; dre an trapig mintrek (7) ez a tre er c'hofig kleiz (9), er c'has gant muioc'h c'hoazh a nerzh dre drapig an aortenn (8) hag an aortenn (4) betek an organoù.

 

1 - Kentez dehou
2 - Kentez kleiz
3 - Gwazhienn gav uhelañ
4 - Aortenn
5 - Talmerenn ar skevent
6 - Gwazhienn gleiz izelañ ar skevent
7 - Trapig mintrek
8 - Trapig an aortenn
9 - Kofig kleiz
10 - Kofig dehou
11 - Gwazhienn gav izelañ
12 - Trapig tribroudek
13 - Trapig ar skevent
Biroù = ster red ar gwad

Gwazhiadurezhioù loenel

Restr:Octo3.jpg
Ur morgazh
 
Pilored

Meur a zoare gwazhiadurezhioù zo er riezad loenel.

  • Ar wazhiadurezh serr
En ur wazhiadurezh serr ez amred ar gwad dre ziabarzh ar gwazhied hep mont er-maez anezho. Dre skignadur ez erru ar maguzennoù er gwiadoù.
En annelid evel ar buzhug, er c'hefalopoded evel ar morgizhier hag e mab-den ez eo serr ar wazhiadurezh.
  • Ar wazhiadurezh digor
En ur wazhiadurezh digor ne red ket ar gwad e diabarzh gwazhied, soubet eo an organoù en ur gavenn leun ag un heverenn anvet hemolimf m'emañ an oksigen hag ar maguzennoù o deus ezhomm.
En darn vuiañ eus an divellkeineged e kaver gwaziadurezhioù digor, en artropoded evel ar c'hranked, an amprevaned, ar c'hevnid, hag er blodeged evel ar maligorned hag ar pilored.
  • Gwazhiadurezhioù arall

Er pesked, en dielfennaded, er stlejviled hag en evned e kaver gwazhiadurezhioù a ziskouez pazennoù en emdroadur.

Pesked
Untuek eo gwazhiadurezh ar pesked : bangounellet e vez ar gwad dre gorrwazhiedennoù o brenkoù ha kaset d'ar organoù dre gorrgwazhiedennoù all. Untuek eo kalon ar pesked neuze, pa ne zistro ket ar gwad dezhi.
Dielfennaded
En dielfennaded evel ar raned, hag en darn vuiañ eus ar stlejviled ivez, ez eus un wazhiadurezh doubl : unan evit kas ar gwad d'an organoù hag unan all evit hent an distro d'ar galon. Lod dielfennaded o deus div galon, lod all unan hepken a labour war an div rouedad. En dielfennaded hepken e kaver ur galon teir c'hambr enni.
Stlejviled
Diechu eo kalon ar stlejviled p'en he c'heñverier ouzh hini mab-den, rak damzigor eo ar speurennoù etre ar c'hambroù. Ouzhpenn-se, ur gigenn gelc'hstrishaer zo e talmerenn ar skevent, ar pezh a zigor un eil hent evit ar gwad, dre an aortenn hep tremen dre ar skevent ; da reoliañ gwrezverk al loened yen o gwad e talvez ar reihiad-se.
  • Gwazhiadurezh ebet

El loened kentidikañ n'eus rouedad ebet na gwad ebet. Dre o benvegad koazhiañ ez erru ar maguzennoù hag an oksigen d'an organoù. Dre an hevelep hent e skarzhont an dioksidenn garbon CO2.

Notennoù