Math, mab Mathonwy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn c'hoazh
Linenn 20:
An eil mab zo laeret gant Gwydion, ha roet d'ur vagerez; kreskiñ a ra div wech buanoc'h eget ar vugale all. D'e 8 vloaz eo kaset gant Gwydion da gastell e vamm. Met ur sord (''[[geis]]'') a daol-hi dezhañ: anv ebet n'hallo kaout ma n'eo ket roet gant e vamm. <br />
En deiz war-lerc'h, war an aod, e sav ur vag gant bezhin hag e tistroont da gastell Arianrhod, en ur stumm ha n'hall ket bout anavezet. E bourzh ar vag e wel pegen ampart eo ar bugel, hag e ra un anv anezhañ, Llew Llaw Gyffes (« Lleu Asur e Zorn »), hep dezhi e anavezout. Pa wel eo bet touellet e taol ur sord all: n'hallo ket kaout armoù, nemet ar re a vo roet ganti. D'euet d'e oad, setu Llew, Gwydion bepred gantañ, o tistreiñ da gastell e vamm, dezho doare barzhed, ha degemeret int el lez. Gant un taol hud e ro Gwydion da grediñ ez eus ur morlu bras o tostaat da argadiñ. Hag Arianrhod, hep dezhi gouzout eo he mab, da sikour Llew da gemer armoù.
 
Da get ez a an huderezh kenkent, ha hi da deurel un taol hud all: biken ne gavo pried e-touez gouenn Mab-den. Hag int-i neuze da vont da glemm dirak ar roue Math, hag an daou hudour da genlabourat ha da grouiñ ur vaouez a oa « kaerañ ha disiañ plac'h zo bet biskoazh er bed » diwar bleunioù derv, banal, ha bleunioù ar pradoù, hag a voe anvet Blodeuwedd (« doare ar bleunioù»).
 
Ha Math ha reiñ dezhañ [[cantref]] [[Dinoding]] da ren warni.