Math, mab Mathonwy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7:
==Ar vojenn==
=== Gwalladenn Goewin===
[[Goewin]], « ar c'haerañ plac'h yaouank eus he remzi », eo ar [[gwerc'h|werc'hez]] yaouank a rank Math lakaat e dreid war he [[barlenn]] pa ne vez ket o vrezeliñ. N'hall ket ober tro e rouantelezh, e nized [[Gilfaethwy]] ha [[Hyfeidd]] eo a ra en e lec'h. [[Gilfaethwy]] zo orgedet ouzh Goewin, hag e vreur all [[Gwydion fab Dôn| Gwydion]] en deus kavet un tu da bellaat Math diouzh Goewin. Lakaet e vo brezel da sevel etre [[Gwynedd]], [[Powys]] ha [[Deheubarth]]. Moc'h burzhudus, eme Gwydion d'e eontr, zo degouezhet eus [[Annwn]], e ti [[Pryderi]], roue [[Dyfed]]. Gallout a rafent skrapañ anezho. <br />
Hag int mont da di Prederi, roue Dyfed, gwisket evel barzhed, ha Gwydion da gontañ un istor. Goude e tiskuilh perak e oant deuet, hag eskemm a ra ar moc'h ouzh 12 marc'h kalloc'h ha 12 levran ha n'int nemet troioù hud ha na badont nemet un devezh.