Gwazhiadurezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : de:Blutkreislauf zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
E korf [[den|mab-den]] e c'hoarvez ar ''reizhiad galongwazhiedel'' eus ar galon a gas ar gwad dre an [[talmerenn]]où, ar [[gwazhienn|gwazhied]] hag ar c'horrwazhiedennoù. Ar ''reizhiad limfel'' a c'hoarvez eus ar forzhioù limf, ar [[gwerblenn]]où, an organoù limfel (ar [[felc'h]] hag an [[toazon]]), mel an [[askorn|eskern]], ar gwiadoù limfel (an [[hueg]]où ha [[plakennoù Peyer]]) hag al limf e-unan.
 
Perzh pennañ ar wazhiadurezh eo treuzkas maguzennoù ([[amindrenkenn]]où, [[kevionenn]]où, limf, [[aezhenn]]où, [[hormon]]où, kelligoù-gwad, hag all) da gelligoù ar c'horf, ha dastum an dilerc'hioù [[kennevid]]el a vo skarzhet gant al [[lounezh]]i, an [[troazh]] hag ar [[skeventenn|skevent]] pa 'z ec'hanalont.<br />
Ouzhpenn-se e warez ar c'horf diouzh ar [[pore]]adoù, e kemer perzh e stabiladur ar [[gwrezverk]] hag ar [[pH]], kement-se evit ma vije digemm ar [[rezdalc'h]].
 
Linenn 11:
Ar galon, ar gwad, an talmerennoù hag ar gwazhied a ya da sevel reizhiad ar gwazhied e korf mab-den. Div rouedad zo :
* '''Ar rouedad a-skevent'''
:Ar galon a gas ar gwad dre dalmerennoù bras betek ar skevent da zastum [[oksigen]] ; dre wazhied bras e tistro ar gwad betek ar galon a-bennevit bout oksigenet a-nevez.
* '''Ar rouedad reizhiadel'''
:Dre dalmerennoù all ez a ar gwad oksigenet eus ar rouedad a-skevent betek an organoù ; dre wazhied all e tistro d'ar rouedad a-skevent.