Irish Republican Brotherhood : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 15 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q1062580
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Irish Republican Brotherhood/IRB''' ([[iwerzhoneg]]: ''Bráithreachas na Poblachta''; "BreurelezhBreuriezh Republikan Iwerzhonat") a oa ur gevredigezh dispac'hel iwerzhonat krouet d'ar [[17 Meurzh|17 a viz Meurzh]] [[1858]] (e daou lec'h d'ar memes koulz : [[Dulenn]] ha [[New York]]) gant [[James Stephens]] (e Dulenn) ha [[John O'Mahony]] (e New York). Staget e voe ouzh an [[Irish Republican Army]] (IRA) e [[1924]].
 
An IRB oa ur gevredigezh kuzh gant kalz a lezennoù hag ur reolennaoueg resis (un tammig evel ar frañmasoned). Ar gevredigezh-mañ a zo un emdroadur eus ar strolladoù Fenian. E bal: prientiñ un emsav hollek a-enep an arc'huber saoz. Dek vloaz goude ar grouidigezh e krog an IRB da aozañ gwalldaolioù e [[Bro-Saoz]]. E miz Gwengolo [[1867]] ez eus lakaet ur vombezenn e toull-bac'h e [[Manchester]] evit dieubiñ daou emsaver iwerzhonat. Un archer a voe lazhet e-pad an taol ha tri den arestet ha kondaonet d'ar marv. Lesanvet e vint "Merzherien Manchester". Daou viz goude e voe taget un toull-bac'h e [[Londrez]], hag ugent den lazhet dindan ur voger distrujet.
Linenn 6:
 
Goude an enkadenn-se eo [[Michael Collins]] a zihun ar gevredigezh. Adaozañ a ra anezhañ en ur stumm kalz efedusoc'h ha dont a ra da vezañ penn dibar unan eus skourroù efedusañ an emsav. E penn kentañ [[1920]] e roas lañs an arme guzh d’ar brezel a-enep an arc'huber saoz. E [[1922]], goude kalz a dabutoù ha kalz a zilezioù, eo kenstaget hag enframmet an Irish Republican Brotherhood en [[Irish Republican Army]].