Rhys ap Tewdwr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 9 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q1381003 (translate me)
Kempenn
Linenn 1:
[[Rhys ap Tewdwr]] (1078 – 1093) a oa roue [[Deheubarth]] hag un ezel eus tierniezh [[Dinefwr]].
 
Roue e teuas da vezañ goude marv e genderv [[Rhys ab Owain]] en un emgann ouzh [[Caradog ap Gruffydd ]] e [[1078]]. Pa voe aloubet Deheubarth e [[1081]] gant Caradog ap Gruffydd e voe ret da Rhys mont da repuiñ da [[Iliz-veur Sant David]]. Gant [[Gruffydd ap Cynan]], hag a oa o klask adtapout kurunenn [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]], en em gevreas, avat, hag en [[emgann Mynydd Carn]] e faezhas Caradog, [[Trahaearn ap Caradog]] ha Meilyr ap Rhiwallon en hevelep bloaz.
 
Dont a reas [[Gwilherm an Alouber]] da Zeheubarth d'ober ur birc'hirinded. War a seblant eec'h anavezas galloud Rhys ap Tewdwr pa reas e ziskleriadurzisklêriadur a [[gwazoniezh|wazoniezh]].
 
E [[1088]] eec'h argasas [[Cadwgan ap Bleddyn]] eus [[Powys]] Deheubarth ha rediañ a reas Rhys ap Tewdwr de dec'hout da [[Iwerzhon]]. Distreiñ a reas Rhys ap Tewdwr gant ur [[morlu]], avat, ha trec'hiñ a reas war [[Cadwgan ap Bleddyn]], a varvas daou eus e vreudeur, [[Madog]] ha Rhiryd, en emgann.
 
E 1093 e voe ret dezhañ stourm ouzh un emsavidigezh a glaske lakaat Gruffydd, mab [[Maredudd ab Owain]], war dron Deheubarth. Gouest e voe Rhys da drec'hiñ an emsaverien en emgann [[Sant Dogmael]].
 
Derc'hel a reas Rhys ap Tewdwr ouzh an [[Normaned]] betek 1093, pa voe lazhet e-kichen [[Brycheinog]] gant un alouber norman bennak. N'ouzer ket hag-eñ e voe dre drubardiezh pe en un emgann.
 
Gant [[Gwladys verch Rhiwallon]] eus tierniezh [[Mathrafal]] e [[Powys]] e oa bet dimezet. Daou vab en doa bet : [[Gruffydd ap Rhys|Gruffyd]] ha Hywel. Rhys a voe roue Deheubarth goude marv e dad, met an darn vrasañ eus e rouantelezh a voe aloubet gant an Normaned. Ne renas nemet war [[Cantref Mawr]].
 
E verc'h [[Nest ferch Rhys]] a oa brudet he c'hened. Dimezet e voe gant [[Gerald Pembroke]] hag anvet e vez "Helena Kembre" abalamour ma voe skrapet gant [[Owain ap Cadwgan]], hag e voe pennkaoz d'ur brezel diabarzh.
 
{| align="center" cellpadding="2" border="2"
Linenn 21:
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:<br>'''[[Gruffudd ap Rhys]]'''
|}
 
 
==Pennadoù kar==
Linenn 28 ⟶ 27:
[[Rummad: Istor Kembre]]
[[Rummad:Rouaned Deheubarth]]
 
<!--[[pl:Rhys ap Tewdwr]]-->