The Lord of the Rings : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : th:เดอะลอร์ดออฟเดอะริงส์ zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
D Krouiñ liammoù
Linenn 1:
'''The Lord of the Rings''' (a c'hellfe bezañ ''Aotrou ar Gwalennoù'' pe ''Aotrou ar Gwalinier'' e brezhoneg) a zo ur romant hanez ha moliac'hel skrivet gant [[J. R. R. Tolkien]], ur studier yezhoù ha kelenner e Skol-Veur [[Oxford]]. Rannet eo an istor e c'hwec'h levrenn liammet daou ha daou e teir lodenn : Lodenn gentañ, levrenn un ha daou : ''The Fellowship of the Ring'' (''Kevredigezh ar Walenn''), eil lodenn, levrenn tri ha pevar : ''The Two Towers'' (''An Daou Dour''), trede lodenn, levrenn pemp ha c'hwec'h : ''The Return of the King'' (''Distro ar Roue''). Astennet eo ivez c'hwec'h stagadennig gant istorioù ar pobloù deskrivet, bloaziek, linenouriezh, un displegadenn diwar-benn ar yezhoù komzet hag un displegadenn diwar-benn an deiziadur.
 
An titl a zave da [[Sauron]], ar penn-eneber, en devoe krouet pell a-raok an istor ar Walenn Nemeti evit mestroni ar Gwalennoù Galloud all, hag ober brezel evit ren ''Middle-Earth'' (a vefe ''[[Krennzouar]]'' e brezhoneg). Trec'het e voe avat ha kollet e Walenn Nemeti. An istor a heul ur strolladig Hobbited renet gant [[Frodo Sac'heg]], en devoe bet ur walenn dre e eontr [[Bilbo]] hag a zo ar Walenn Nemeti, o veajiñ e Krennzouar o heuliañ darvoudoù Brezel ar Walenn, gant ur gompagnunezh liesseurt tud, an Dud [[Aragorn]] ha [[Boromir]], an Elf [[Legolas]], ar C'horr [[Gimli]], an Hudur Gandald[[Gandalf]], hag an Hobbited all, [[Samwise Gamgee]], [[Meriadoc Brandybuick]] ha [[Peregrin Touk]]. Dre-se e teu anv al lodenn gentañ. Pa voe rannet ar Gevredigezh e voe kontet eus un tu ar pezh a c'hoarvezas da Frodo ha Sam, ha eus un tu all ar pezh a c'hoarvezas d'ar peurrest ar Gevredigezh, pep lodenn renet gant un Tour, ar pezh a ro titl an eil lodenn. Titl an trede lodenn a zave da zisoc'h Brezel ar Walenn.
 
Skrivet eo bet al levr a dammoù da dammoù etre [[1937]] ha [[1949]] evit heuliañ [[an Hobbit]], embannet e [[1937]]. Embannet eo bet rannet e teir lodenn, a-enep da youl orin Tolkien, etre [[1954]] ha [[1955]]. Graet en deus berzh bras o vont da vezañ an eil levr muiañ gwerzet gant 150 milion skouerenn gwerzhet.
Linenn 8:
=== The Fellowship of the Ring (Kevredigezh ar Walenn) ===
==== Levrenn gentañ ====
Frodo en deus bet ur walenn digant Bilbo, met Gwalenn Nemeti Sauron eo. Mont a ra da Rivendell, e-lec'h ma'z eo divizet gant ur C'huzul distruj anezhi er [[Mordor]]. krouet eo Kevredigezh ar Walenn, ha Frodo gant eizh mignon ez a war Hent ar Mordor evit distruj ar Walenn.
 
==== Eil levrenn ====
Linenn 16:
Heuliañ a ra an darvoudoù bevet e Rohan gant Aragorn, Legolas ha Gimli, hag e Fangorn gant Merry ha Pipin.
==== Pevare levrenn ====
Heuliañ a ra hent Frodo ha Sam bleniet gant [[Gollum]] war-zu ar Mordor.
=== The Return of the King (Distro ar Roue) ===
==== Pempvet levrenn ====
Pa ya Pipin da c'hGondor gant Gandalf e kemer Aragorn, Legolas ha Gimli un hent teñval er menezioù evit saveteiñ kêrbenn [[Gondor]] diouzh an emgann lañset gant Sauron.
==== C'hwec'hvet levrenn ====
An hent diaes heuliet gant Frodo ha Sam er Mordor.