Raffig Tullou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9:
Goude bout bet merour ar gelaouenn [[Feiz ha Breiz]] e [[1928]] ez eas war ar studioù keltiek dre levezon [[Morvan Marchal]], [[Francis Bayer du Kern]] hag ar gelaouenn ''[[Nemeton]]'', kent krouiñ ''[[Kredenn Geltiek Hollvedel]]'' ha ''Kevanvod Tud Donn'' e [[1936]].
 
E [[1934]] e kemeras perzh er ''[[Mouvement fédéraliste breton]]'' ("Luskad kevredadel Breizh"), a-gevret gant [[Gestalen]], Francis Bayer du Kern, [[Goulven Mazeas]] ha Morvan Marchal. ezel e voe ivez eus [[Strollad BroadelourBroadel Breizh]].
 
Pennadoù a skrivas er gelaouenn ''[[L'Heure bretonne]]'' ha ''Nemeton'' e-doug an [[Eil Brezel-bed]]. Bout e voe sekretour diwezhañ ''Unvaniez ar Seiz Breur'' e [[1944]]. Krouiñ a reas ''[[Koun Breizh]]'' e [[1954]], kevarzhe evit difenn ar glad hengounel ha brezhon. Raffig Tullou a grouas ''Skoed'' e [[1966]], kelaouenn ''Koun Breizh''.