Strollad An Deskadurezh Eil Derez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
faos
Linenn 2:
 
==Istor==
Krouet eo bet e 1962. Labourat a reas ur paot-mat a ouizieion e S.A.D.E.D. : [[Guy Étienne]], [[Goulven Pennaod]], [[René Le Gléau]], [[Gwilherm Dubourg]], [[Paol Kalvez]], [[Pêr Even]], [[Gab Chérel]], [[Remont Jestin]], [[Bernez Jestin]], [[Hubert Jestin]]...
 
E 1963 ez embanne e gentelioù kentañ. Roet e veze ar re-mañ dre lizher e-doug ar bloavezh ha da-geñver devezhioù studi e-kerz an hañv. Berzh a reas diouzhtu ar skol. Deraouet gant pevar rummad : Lennegezh, Istor, Fizik, Douaroniezh, goude pemp bloaz e tiraeze ur raklun a 150 kentel war 12 danvez, en o zouez ar Vevoniezh, ar Ventoniezh, ar Gimiezh, ar Yezhadur hag, en derez skolveurel, ar C’hrennvrezhoneg, an Armerzhouriezh, an Ensavadurioù politikel, ar Gwir bonreizhel.