Frañsez Jaffrennou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
liammoù diabarzh
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
liamm diabarzh
Linenn 31:
E [[Roazhon]] e tapas e aotreegezh war ar gwir, evel e dad, en ur heuliañ kentelioù brezhoneg [[Joseph Loth]], asambles gant [[Pêr ar Rouz]]. Tremen a reas un doktorelezh lennegezh, e brezhoneg, diwar-benn ar barzh ha kaner [[Prosper Proux]]. Bet eo Taldir an den kentañ o skrivañ un dezenn skol-veur e brezhoneg. Er bloaz [[1900]] e savas strollad ar "Studieren Vreton" gant [[Leon ar Berr]]. Er bloaz [[1903]] en doa tapet lakat anaout "[[Bro gozh ma zadoù|Bro Goz ma Zadou]]" da "gan broadel" e kendalc'h [[URB]] (Union Régionaliste Bretonne).
 
Etre an daou vrezel e stourmas Taldir evit ar [[brezhoneg]] hag e klaskas broudañ ar Vretoned da chom stag ouzh o gwrizioù ha hengounioù. Staliet e [[Karaez]] ez eas war ar vicher a varc'hadour gwin. Desevel a reas e vugale e brezhoneg ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur bourc'hiz (an hini nemetañ e kêr Garaez e voe oc'h ober kement-se). Sevel a reas ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg anvet [[Ar Bobl]] a oa skignet er [[Poc'hêr]]. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav [[Kembre]], e oa ezel Taldir eus [[GorsezGoursez Vreizh|Goursez]] Breizh, a glaskas kas war-raok. Unan eus ar re gentañ a ziazezas gouelioù breizhek e voe Taldir ivez.
 
E dibenn an [[eilEil brezelBrezel-bed]] e voe kac'hariet Taldir e toull-bac'h [[Maezgloagen]] e [[Kemper]] evel ar pep brasañ eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel breizhat. Tamallet e voe dezhañ bezañ flatret lervdier ar Gwazhioù, ar pezh a nac'has groñs. Kondaonet e voe hag harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outañ chom da vevañ e [[Breizh]]. Mervel a reas eno en [[harlu]]. Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar [[brezelBrezel-bed kentañKentañ]] hag an [[eilEil brezelBrezel-bed]]. Chomet diembann eo miret e eñvorennoù e [[Levraoueg Vroadel Kembre]] en [[Aberystwyth]].
 
Brudet eo e envorennoù ha gantañ eo bet savet [[Bro gozh ma zadoù]].