Yann-Ber Tillenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
Goude bout bet legionour en [[lu|arme]] [[Bro-C'hall]], e [[Mururoa]], e diwezh ar [[bloavezhioù 60]] e teuas da vout un ezel eus ar [[Parti Socialiste (Frañs)|Strollad sokialour]], tost eus ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ ''[[Action Directe]]'' peogwir e oa kamalad kleiz [[Joëlle Aubron]].
 
Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Ker-Vreiz hag e [[Goursez Breizh]], er [[bloavezhioù 70]]. E [[1983]] e savas gantañ ar gevredigezh pagan ''[[Kelc'h Maksen Wledig]]'', a-gevret gant [[Bernez Jestin]] ha [[Tieri Gwigourel]].<ref>Gw. ''Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000'', Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51</ref> Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar gelcc'helc'h-se a oa ''Diaspad'' ha pennadoù a skrivas enni.<ref>Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.</ref>
 
Sevel a reas ur strolladig europeour levezonet gant an tu-dehou pellañ e penn kentañ ar [[bloavezhioù 90]] gant Goulven Pennaod, [[Serge Ayoub]], [[Tristan Mordrelle]] (mab da [[Olier Mordrel]]) ha [[Guillaume Faye]], ''Europa Riezel'' an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.<ref>Gw. ''Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours'', Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394</ref> Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un [[Europa]] kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman ''Concordia oppositorum'' ("Emglev ar c'hontrolioù" e [[Latin]]). <ref>Gw. e bennad [http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh40 Candidature présidentielle fédéraliste] (e galleg)</ref>