Tepot Gwilhmod : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Desavet eo bet e [[galleg]] en un tiegezh bourc'hiz. Desket en deus [[brezhoneg]] pa oa krennard. Skrivet en deus meur a bennad levezonet gant ar feiz katolik evit ar gelaouenn ''[[Imbourc'h]]''. Skrivet en deus al levr "''Goueler ar sent, A-hed ar bloaz bevañ gant ar Sent''", embannet e ti-Imbourc'h e [[1994]].
 
Oberiant-tre eo en ''[[Emsav]]''. Ezel eo bet eus [[Stourm ar Brezhoneg]], [[POBL]], [[Mouvement Régionaliste Breton]],<ref>War ar renk e oa evit dilennadegoù-departamant e kanton [[LannilisLanniliz]] en anv ar MRB, e [[2004]]. N'en deus ket bet nemet 0.60% eus ar mouezhioù : gwelout [http://elections2004.ouestfrance.fr/cantonales/29/canton2920.html Disoc'hoù an dilennadegoù departamant e Lannilis] er gelaouenn [[Ouest-France]].</ref> [[Kristenion Breizh]], [[Tiegezh Santez Anna]] (en deus krouet gant [[Benead Vialaneix]]) hag [[Unvaniezh Koad Kev]]. En ''Emsav'' e tifenn ur savboent mirourel-rik.<ref>Gw pennad ar gelaouenn [[Ya !]] : [http://yabzh.com/2013/01/dimezin-henvelreizh-a-du-hag-a-enep Dimeziñ heñvelreizh : a-du hag a-enep], miz Genver 2013</ref>
 
Diskibl eo bet da [[Youenn Olier]] hag e kenlabouras gantañ en [[Emglev An Tiegezhioù]] ez eo ar prezidant anezhi abaoe [[2002]]. Kenlabourat a ra gant [[Paol Kalvez]], [[Yann Mikael]] ha [[Youenn Troal]] evit embann ''[[Kannadig Imbourc'h]]''.