Tepot Gwilhmod : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Desavet eo bet e [[galleg]] en un tiegezh bourc'hiz. Desket en deus [[brezhoneg]] pa oa krennard. Skrivet en deus meur a bennad levezonet gant ar feiz katolik evit ar gelaouenn ''[[Imbourc'h]]''. Skrivet en deus al levr "''Goueler ar sent, A-hed ar bloaz bevañ gant ar Sent''", embannet e ti-Imbourc'h e [[1994]].
 
Oberiant-tre eo en ''[[Emsav]]''. Ezel eo bet eus [[Stourm ar Brezhoneg]], [[POBL]], [[Kristenion Breizh]], [[Tiegezh Santez Anna]] (en deus krouet gant [[Benead Vialaneix]]), [[Unvaniezh Koad Kev]],<ref>Atebeg an UKK e oa etre 2002 ha 2004. Dave a ra d'e garg en e bennad ''An hu war an Emsav (Kever, Unvaniezh Karantez, Unvaniezh Koad Kev)'', Kannadig Imbourc'h, niverenn 5, Mae [[2000]]</ref>, [[Mouvement Régionaliste Breton]],<ref>War ar renk e oa evit dilennadegoù-departamant e kanton [[Lanniliz]] en anv ar MRB, e [[2004]]. N'en deus ket bet nemet 0.60% eus ar mouezhioù : gwelout [http://elections2004.ouestfrance.fr/cantonales/29/canton2920.html Disoc'hoù an dilennadegoù departamant e Lannilis] er gelaouenn [[Ouest-France]].</ref> ha [[Tudjentil Breizh]].<ref>Meur a bennad en deus skrivet evit kelaouenn ar gevredigezh-se evel "1911-2011 : 100 bloavezh a genskoazell e Breizh" (Tudjentil Breizh, niverenn 11, Hañv 2011).</ref> En ''Emsav'' e tifenn ur savboent mirourel-rik.<ref>Gw pennad ar gelaouenn [[Ya !]] : [http://yabzh.com/2013/01/dimezin-henvelreizh-a-du-hag-a-enep Dimeziñ heñvelreizh : a-du hag a-enep], miz Genver 2013</ref>
 
Diskibl eo bet da [[Youenn Olier]] hag e kenlabouras gantañ en [[Emglev An Tiegezhioù]] ez eo ar prezidant anezhi abaoe [[2002]]. Kenlabourat a ra gant [[Paol Kalvez]], [[Yann Mikael]] ha [[Youenn Troal]] evit embann ''[[Kannadig Imbourc'h]]''.