Unvaniezh Koad Kev : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Unvaniezh Koad Kev''' zo ur gevredigezh kristen ha broadelour, bet krouet e [[1951]] gant [[Youenn Kraff]].
 
Aozañ a ra lidoù e koun da [[Yann-Vari Perrot]] ha da verzherion Breizh da zeiz [[Pask|Lun Fask]] gant prezegennoù e-tal ar groaz a verk al lec'h ma oavoe drouklazhet Yann-Vari Perrot e [[Skrigneg]] - ''Ar Groaz Ruz'' he anv - hag un oferenn e chapel Koad-Kev e-men emañ interet Yann-Vari Perrot. [[Marsel Blanchard]] a zeue ingal da lidañ an [[Oferenn]].
 
Youenn Kraff a oa e penn ar gevredigezh betek diwezh ar [[bloavezhioù 90]]. [[Tepot Gwilhmod]] a zeuas da vout atebeg ar gevredigezh-se er bloavezhioù [[2002]]-[[2004]] a-raok ma voe meret gant tud ar strollad politikel [[Adsav]] dre atebegezh [[Roland de La Morinière]]. Gouest da dolpañ ur c'hant bennak a dud da zeiz Lun Fask betek diwezh ar [[bloavezhioù 80]], ne zeu nemet un tregont pe un daou-ugent bennak a dud abaoe ar bloavezhioù diwezhañ.