Branwen, merch Llŷr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D fixing dead links
Kempenn
Linenn 1:
[[Skeudenn:Branwen_drudwy.JPG|300px|thumb|Branwen hag an [[dred]] e lez Matholwch - skeudenn eus levr [[Charlotte Guest]], embannadur ar [[Mabinogion]] e (1877)]]
 
'''Branwen, merc'h Llŷr''', pe '''Branwen ferch Llŷr''' hervez an anv [[kembraek]], eo anv an eil skourr eus ar [[Mabinogi]], anvet ivez ''Mabinogi Branwen''. [[Merc'h]] eo Branwen d'ar [[roue]] [[Llŷr]] ha d'e wreg [[Penarddun]], ha [[c'hoar]] eo da v-[[Bendigeidfran]], bremañ roue [[Enez Vreizh]] war-lerc'h e dad. <br />
 
Doueez ar Garantez hag ar Gened eo e mojennoù all.
 
==An danevell==
Emañ Bendigeidfran o sellout ouzh ar mor ha trizek bag o tostaat. Deut int gant [[Matholwch]], roue [[Iwerzhon]], da c'houlenn Branwen, [[merc'h]] Llŷr, da zimeziñ. Gant an eured-se e vo diazezet ar peoc'h etre an div bobl. Emglev a zo graet, ha banvez.
Ali ''Evnissyen'' ([[Efnysien]] e [[kembraeg]] a-vremañ) n'eo ket bet goulennet. Pa erru er c'hastell e c'houlenn da biv eo ar c'hezeg nevez. D'an Iwerzhonad, deuet da zimeziñ d'e hanterc'hoar, a zo respontet dezhañ. Fuloriñ a ra pa glev ar c'heloù ha klask a ra kas an emglev-se da get : troc'hañ a ra muzelloù, divskouarn ha lostoù kezeg an Iwerzhoniz.
 
Gaou ha dismegañs zo bet graet ouzh Matholwch. Evel digoll e kinnig Bendigeidfran kezeg all hag ur [[kaoter|gaoter]] vurzhudus d'e vreur-kaer: gant honnezh e c'hallo degas ar re varv da vev. <br />
Kaset eo Branwen da Iwerzhon ha graet un degemer mat dezhi. Ur mab he deus, [[Gwern]] e anv. Goude-se e krog an traoù da dreiñ fall.
 
Skuizh eo aet ar roue gant e wreg, he lakaat a ra da zilezel hec'h anv a rouanez, hag he c'has da labourat d'ar gegin. Tri bloavezh-pad e savo Branwen un [[dred]] da gas keloù d'he breur Bendigeidfran. Hag eñ kerkent da zont gant un armead tud.
Aloubet Iwerzhon gant [[Bran]]. Gwelet eo bet o treuziñ ar mor war droad. Emañ Matholwch hag e soudarded o c'hortoz a-drek ur stêr, distrujet ar pontoù ganto. Gourvez a ra Bran dreist arv stêr, ha tremen a ra e arme. Evit ober ar peoc'h en deus lakaet Matholwch sevel un ti bras a-walc'h da zegemer e vreur-kaer ramzel. Prest eo Matholwch da welout e vab [[Gwern]] o ren en e lec'h, d'ober plijadur.
Kement-se avat ne blij ket da aotrouien Iwerzhon. Kuzhat a reont e-barzh seier staget ouzh peulioù an ti bras nevez-savet, prest da lammat war baotred Kembre. [[Efnisien]] a oa deuet da welout an ti a-raok ma oa erruet Bran hag e wazed, ha komprenet en doa peseurt tro gamm a oa war an hent, ha neuze en doa lazhet an dud er seier.
Banvez zo da lidañ Gwern, roue nevez Iwerzhon. Hag Efnisien da skeiñ e [[niz]] en tan, evit kas ar peoc'h da get.
 
==Brezel ouzh Iwerzhoniz==
Brezel zo, ha lazhet an holl. An holl Iwerzhoniz, nemet pemp [[maouez]] a zo o tougen, hag a adtudo ar vro. An holl Gembreiz, nemet seizh gwaz a zistro d'ar gêr gant Branwen, ha penn he breur Bran: gloazet e oa ha goulennet en doa ouzh e soudarded troc'hañ e benn outañ.
 
Degouezhout a reont e Kembre, en [[Enez Mon]], en [[Aber Alaw]] . Mervel a ra Branwen o soñjal en distruj a zo bet abalamour dezhi. Eno emañ he bez, tost d'ar stêr [[Alaw]].
 
Bendigeidfran en doa gourc'hemennet d'e wazed dibennañ anezhañ ha kas e benn da Londrez. Hag int ha mont. War o hent e tremenont dre Harlech, hag eno e chomont da ziskuizhañ, gant chouchenn hag a bep seurt. Dont a ra tri [[evn]] betek enne da ganañ brav, ken brav ma chomont e-pad seizh vloaz da selaou ha da riboulat. Goude ez eont da [[Penfro|Benfro]] ma chomont gant ar penn ur pennad mat c'hoazh: 80 vloaz. Un deiz e komprenont ez eus tremenet kalz amzer, hag ez eo poent ober evel ma lavare Bendigeidfran: kas ar penn da veziañ d'ar Menez Gwenn, da Londrez.
 
==Tem==
Ar brezel hag ar preizhata eo penn-danvez an danevell. Ar marv hag an amzer hini an dibenn. Arouez ar marv e vije ar [[bran|vran]] a gaver en anv ar breur hag ar c'hoar.
 
 
==Bez Branwen==
N'eus nemet ur maen en e sav ken. <br />
Furchet e voe al lec'h e 1800, hag er bloavezhioù 1960, gant [[Frances Lynch]], a gavas meur a [[jarl]] gant [[ludu]] korfoù . <br />
Krediñ a reer ez eus un tamm gwirionez en danevell, hag e c'hallfe an darvoudoù bezañ c'hoarvezet en [[Oadvezh an Arem]].
 
<!--
-->
==Pennadoù kar==
 
==Bez Branwen==
E [[Llanddeusant, Mon|Llanddeusant]], en [[Enez Mon|Enez Von]], emañ ar garnc'harn anavet evel ''Bedd Branwen'', war lez ar stêr [[Alaw]].
 
==Arz==
[[Image:Branwen.jpg|thumb|right|300px|''Branwen'' gant [[Christopher Williams (Welsh artist)|Christopher Williams]] (1915)]]
*Branwen, taolenn Christopher Williams e 1915.
*Ur film anvet ''Branwen'' zo bet e 1994 :<ref>[http://www.imdb.com/title/tt0109329/]</ref>.
 
==Lennadurezh==
Linenn 50 ⟶ 47:
 
=== E brezhoneg===
* : ''Ar [[Mabinogi]]on'', troet gant [[Fañch Elies]], embannet gant [[Mouladurioù Hor Yezh]] e 1991.
 
==Liammoù diavaez==
Linenn 56 ⟶ 53:
*[http://web.archive.org/20041028031001/www.geocities.com/branwaedd/branwen.html ''Branwen uerch Llyr'': The Second Branch Of The Mabinogi]. Skrid [[saoznek]] [[Charlotte Guest]].
*[http://www.timelessmyths.com/celtic/mabinogion.html#Branwen Branwen an Doueez]
*[http://www.medievalscotland.org/problem/names/branwen.shtml Piv e oa Branwen?]
*[http://www.pantheon.org/articles/b/branwen.html Branwen: Encyclopedia Mythica]
 
 
[[Rummad:Mabinogi]]
[[cy:Branwen ferch Llŷr]]