William Bradford : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
[[File:The Mayflower Compact 1620 cph.3g07155.jpg|left|thumb|''Signing the Mayflower Compact 1620'', ul livadenn gant [[Jean Leon Gerome Ferris]], 1899]]
 
E ''History of the Plymouth Plantation'' ("Istor trevadenn [[Plymouth, Massachusetts|Plymouth]]" e saozneg) a zezrevell an doare ma kuitaas Protestanted 'zo an [[Izelvroioù]] evit en em staliañ e [[Saoz-Nevez]] dre veaj ar ''Mayflower'', kement hag o doare da zizoleiñ ha da vevañ e pezh a zeuas da vout Stad ar [[Massachusetts]]. Feiz ar Birc'hirined ("Pilgrim Fathers") zo diskouezet evel un doare da enebiñ ouzh kleñvedoù ha poanioù ar bed nevez el levr-se.
 
En e skridoù e weler ar geal e vije eus trevadennerion gentañ Amerika tud mennet da vevañ hervez un tonkad kumun (pezh a ra ur "manifest destiny" anezhañ), tud dilennet gant [[Doue an Tad|Doue]] evit ren ar bed a-bezh evel ur skouer a frankiz hag a relijiusted. Dre ma tostaas distruj trevadenn Plymouth e teuas doare Bradford da vout tristoc'h e stil en e skridoù pa arveste ouzh koll ar pennaennoù relijiel kentañ a oa e diazez buhez an drevadennerion gentañ.