La Grande Odalisque : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn c'hoazh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 9:
| kêr =Pariz
| bro = Bro-C'hall}}
'''''La Grande Odalisque''''' (''anAn [[odaliskennOdaliskenn]] vras'') zo anv un daolenn livet gant al livour [[gall]] [[Dominique Ingres]] e [[1814]], ma weler kein ur [[maouez|vaouez]] en he [[noazh]], hag he fenn troet war-du an arvester.
 
Dont a ra ar ger ''Odalisque'', eus a ger [[turkek]] ''odalik'', an anv a vez graet er yezh-se eus ur plac'h eus an [[harem]]. Klotañ a ra al livadur-se gant ur c'hiz a zouge an dud war-du sevenadur broioù ar reter, ur c'hiz deuet eus beaj [[Buonaparte]] da Vro-[[Egipt]] e dibenn ar c'hantved kent, hag a vage fantasmoù livourien ha skrivagnerien Pariz, hag a vago anezho pell c'hoazh (betek [[Maupassant]], [[Loti]], [[Gide]]).
 
Ar vaouez en he gourvez a zo re hir he c'hein. Tri [[askorn]] ouzhpenn zo d'he [[livenn-gein]]. Hen gouzout mat a ra al livour, met ne vern ket ar wirionez dezhañ: ar gened a venn livañ eo an hini a zo faltaziet gantañ, ha neket an hini a zo gwelet gantañ.
 
Gwelout a ra istorourien an arz levezon al livour [[Raffaello]], gant e linennoù kromm, war Ingres a oa nevez-vet e [[Firenze]].