Verkingetorix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : fr:Vercingétorix a zo ur pennad vat
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Statue Vercingetorix Alesia.jpg|thumb|250px|Delwenn eus Verkingetorix en Alise-Sainte-Reine]]
 
[[Verkingetorix]], ganet war-dro -80 e bro an [[Arverned]], marvet d'ar [[26 a viz Gwengolo]] [[-46]] e [[Roma]], a oa mab g-Celtillos, ha penn pobl an [[Arverned]].
 
Kemer a reas ar galloud e [[-52|52 kent JK]], pa savas un arme ha pa oa anvet roue e [[Emgann Gergovia|Gergovia]]. Sevel a reas buan ur c'hevredad gant meuriadoù all ha lakaet e voe e penn o armeoù kevredet<ref>''[[De Bello Gallico]]'', levrenn VII, pennad 75</ref> a renas e-kerzh brasañ emsavadeg [[Galia]] a-enep ar [[Republik Roma|galloud roman]]. Verkingetorix en em rentas d'ar romanedRomaned goude e goll en [[Emgann Alesia]] e 52 kent J.-K., ha taolet e voe en un toull-bac'h e-pad pemp bloaz. E 46 e oa diskouezet e Roma e-pad trec'hlid [[Julius Caesar]] a-raok bezañ taget en e vac'h. Verkingetorix zo anavezet dreist-holl dre skridoù e enebour Caesar : ''Commentarii de Bello Gallico''.
 
Verkingetorix zo unan eus ar c'hentañ renerien zo deuet a-benn da unaniñ ul lodenn vras eus pobloù Galia, gant donezonoù war dachenn ar brezel, a-enep unan eus brasañ strategourien e amzer, [[Julius Caesar]].
Linenn 9:
 
== Istor ==
 
Goude bezañ bet anvet gouarnour [[proviñs roman]] ''[[Gallia Narbonensis]]'' (ar [[Provañs]] hiziv) e -58, e krogas [[Julius Caesar]] da aloubiñ [[Galia]] ha da sujañ meuriadoù ar [[galianed|C'halianed]] e-pad un nebeud bloavezhioù. Implijout a reas ar c'hostezennoù a oa e-touez ar vrientinien e Galia da rannañ anezhe, o reiñ un harp politikel ha profoù da lod, evel [[gwin]]. An esaeoù emsavadeg, evel hini [[Ambiorix]] e 54, n'o doa bet harp nemet en un doare lec'hel betek-henn, mes Verkingetorix, a oa bet lakaet e dad, Celtillos, d'ar marv gant e genvroidi war-zigarez e oa o klask ren holl C'halia, a zeuas a-benn da unaniñ ar meuriadoù a-enep ar Romaned hag a implijas un doare brezeliñ nevez.