Strollad An Deskadurezh Eil Derez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Strollad An Deskadurezh Eil Derez''' (S.A.D.E.D. pe SADED) a oa ur gevarzhe krouet e [[1962]] hag a ginnige gerioù nevez evit ar brezhoneg a-benn lakaat an deskadurezh da binvidikaat he geriaoueg e kement danvez a ve. Strollad An Deskadurezh Eil Derez a oa e vennad lakaat en e sav ur c’helennerezh a live gant ar c’hlasoù dibenn studi hag ar bloavezhioù kentañ er skol veur.
 
==Istor==
Krouet eo bet e 1962. Labourat a reas ur paot-mat a ouizieion e S.A.D.E.D. : [[Guy Étienne]], [[Goulven Pennaod]], [[René Le Gléau]], [[Gwilherm Dubourg]], [[Paol Kalvez]], [[Pêr Even]], [[Gab Chérel]], [[Remont Jestin]], [[Bernez Jestin]], [[Hubert Jestin]]...
 
E [[1963]] ez embanne e gentelioù kentañ. Roet e veze ar re-mañ dre lizher e-doug ar bloavezh ha da-geñver devezhioù studi e-kerzkerzh an hañv. Berzh a reas diouzhtu ar skol. Deraouet e voe gant pevar rummad : [[Lennegezh]], [[Istor]], [[Fizik]], [[Douaroniezh,]]. goudeGoude pemp bloaz e tiraeze ur raklun a 150 kentel war 12 danvez, en o zouez ar Vevoniezh, ar Ventoniezh, ar Gimiezh, ar Yezhadur hag, en derez skolveurel, ar C’hrennvrezhoneg, an Armerzhouriezh, an Ensavadurioù politikel, ar Gwir bonreizhel.
 
Gant S.A.D.E.D. eo bet diazezet an doare da intent ha kompren ar gramadeg dre an orioù, eleseeleze dibenn ar verboù displeget e-lec'h ar yezhadur klasel a-orin gall : "Bonragor, Bongevor, Bonator" e lec'h "Amzer-dremenet strizh, amzer a-vremañ, amzer da zont". Kentelioù yezhadur ha gramadeg S.A.D.E.D. a gaver el levr ''Gramadeg ar verb'' embannet gant [[Preder]] <ref>[http://www.preder.net/index.php?option=com_content&view=article&id=1315:gramadeg-ar-verb&catid=34:levriou&Itemid=55&lang=en Pajenn-ginnig Gramadeg ar verb gant Preder]</ref>
 
Ar gerioù kinniget gant S.A.D.E.D. a oa a-orin keltiek ha splet a denne ar re o c'hinnige eus enklaskoù hag imbourc'hoù graet war ar c'hembraeg, an henvrezhoneg, ar c'hrennvrezhoneg, ar c'herneveureg hag ar yezhoù gouezelek nevez pe gozh. Kement-se a venne ober pennoù bras S.A.D.E.D. evit chom hep arverañ gwriziennoù latin ha gresianek ar galleg.
 
==Levrioù ha kentelioù gant S.A.D.E.D.==
*''Dornlevr Krennvrezhoneg'', [[Goulven Pennaod]], 1964, adembannet e 1979.
*''Dafar 64'', 1964.
*''Gramadeg ar verb'', 1966, adembannet e 2010.
Linenn 23:
Gant [[Diwan]] ez eus klasket ober gant ur c'heriaoueg etrebroadeloc'h hep ober gant gwriziennoù keltiek ha neuze leuskel a reas kinnigoù S.A.D.E.D. a-gostez, paneve un nebeud anezho. Daoust da se e ra lod eus gopridi [[Diwan]] gant kement ger bet krouet gant S.A.D.E.D.
 
Mui ouzh mui a dud a denn korvo eus labourioù S.A.D.E.D. : An ti-embann [[Aber]], ar gelaouenn [[Nidiad]], ar geriadurour [[Martial Ménard]], ar prederour [[Fañch Kerrain]], skrivagnerion evel [[Koulizh Kedez]] pe [[Pierrette Kermoal]], an arzour [[Yann-Ber Tillenon]], troerion evel [[André Markowicz]], [[Alan Monfort]] (bandennoù treset embannet gant [[Yoran Embanner]]), [[Yann-Varc'h Thorel]], [[Ronan an Deroff]]...
 
==Notennoù==