Niki Lauda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Ferrari: Titl ha Gwallzarvoud
→‎Ferrari: reizhañ liamm
Linenn 16:
Ne grog ket mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1975|1975]] evit Lauda, goude pevar redadeg e zisoc'h gwellañ n'eo nemet ur pempvet plas met pa zegouezh ar Ferrari nevez, ar F312T e c'hounez pevar eus ar pemp redadeg war-lerc'h. Gounit a ra ar gevezadeg gant un trede plas en [[Italia]] pa c'hounez e genskipailher [[Clay Regazzoni]], o reiñ titl ar saverien da [[Scuderia Ferrari|Ferrari]]. Gounit a ra Lauda ur redadeg ouzhpenn a-raok fin ar gevezadeg, er [[Stadoù-Unanet]]. Ar bloavezh-se e tizh Lauda barenn ar seizh munutenn er [[Nordschleife|Nürburgring]]. Daoust ma c'hounez kalz n'eo ket a-bouez ruz evitañ : reiñ a ra e drofeoù d'e garrdi evit paeañ kempenn e garr.
 
Kregiñ a ra mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976|war-lerc'h]] daoust d'ar c'hudennoù gant an hini a zo aet war-lerc'h [[Luca di Montezemolo|di Montezemolo]], [[Daniel Audetto]]. Gounit a ra Lauda pevar eus ar c'hwec'h redadeg kentañ, e gevezerien o vezañ [[Jody Schekter]] war [[TyrellTyrrell Racing|ar TyrellTyrrell c'hwec'h-rod]] ha [[James Hunt]] war [[McLaren Racing|McLaren]]. A-raok Priz Bras Alamagn e oa sklaer evit an holl e c'hounezo Lauda e eil titl war ar renk, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet abaoe amzer [[Jack Brabham]] e [[1959]] ha [[1960]]. Koulskoude ne oa ket c'hoarvezet an traoù e-giz-se.
 
Renet en doa Lauda un emsav a vlenierien evit boykotiñ ar Priz Bras en abeg da zañjerusted an troiad 23 km hir dindan an hin fall (glav a rae er sizhun a-raok ar redadeg) met votet eo bet gant an darn vrasañ eus ar vlenierien redek ar sul-mañ. Disparti a ra ar redadeg dindan an heol, war un troiad o sec'hañ. Goude un dro gant bandennoù-rod glav e tiviz Lauda, evel ur bern blenierien all, eo gwelloc'h lakaat bandennoù-rod sec'h. En eil tro avat e ya [[Scuderia Ferrari|Ferrari 312 T2]] Lauda er-maez eus an troiad, skeiñ a ra ouzh ur voger, echuiñ e kreiz an hent, treiñ a ra warnañ e-unan o tarzhañ tokarn Lauda er c'hoadoù, a-raok bezañ skoet gant daou garr all. Tanañ a ra karr Lauda diouzhtu. Klask a ra blenierien all, [[Arturo Merzario]], [[Brett Lunger]], [[Guy Edwards]] ha [[Harald Ertl]] lakaat anezhañ er-maez eus e garr tanet met ret eo dezhañ gortoz munutennoù hir e glaouenn-tan-se, o halañ gazoù fall, a-raok bezañ savetaet. Daoust ma oa dihunet e-pad ha just goude ar gwallzarvoud e gouezh Lauda e koma en ospital.