Niki Lauda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Ferrari: Fin 1976
Linenn 14:
=== Ferrari ===
O adkemer nerzh goude bloavezhioù diaes a oa ar Scuderia, dinan beli Enzo Ferrari hag e letanant [[Luca di Montezemolo]]. Lauda a dap eil plas e redadeg kentañ gant Ferrari, ha trec'hiñ a ra tri redadeg goude, an trec'h kentañ evit Ferrari abaoe [[1972]]. Graet en deus 6 plas pol e-kerzh ar bloavezh met ur mesk etre mank a skiant-prenet ha kudennoù gant ar mekanik ne gas nemet un trec'h ouzhpenn. Echuiñ a ra 4{{e}} e renkadur ar vlenierien, ha souezhet en deus bed ar Formulenn 1 gant e gevezusted hag e labour evit gwellaat ar c'harr.
Ne grog ket mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1975|1975]] evit Lauda, goude pevar redadeg e zisoc'h gwellañ n'eo nemet ur pempvet plas met pa zegouezh ar Ferrari nevez, ar F312T e c'hounez pevar eus ar pemp redadeg war-lerc'h. Gounit a ra ar gevezadeg gant un trede plas en [[Italia]] pa c'hounez e genskipailher [[Clay Regazzoni]], o reiñ titl ar saverien da [[Scuderia Ferrari|Ferrari]]. Gounit a ra Lauda ur redadeg ouzhpenn a-raok fin ar gevezadeg, er [[Stadoù-Unanet]]. Ar bloavezh-se e tizh Lauda barenn ar seizh munutenn er [[Nordschleife|Nürburgring|Nordschleiffe]]. Daoust ma c'hounez kalz n'eo ket a-bouez ruz evitañ : reiñ a ra e drofeoù d'e garrdi evit paeañ kempenn e garr.
 
Kregiñ a ra mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976|war-lerc'h]] daoust d'ar c'hudennoù gant an hini a zo aet war-lerc'h [[Luca di Montezemolo|di Montezemolo]], [[Daniel Audetto]]. Gounit a ra Lauda pevar eus ar c'hwec'h redadeg kentañ, e gevezerien o vezañ [[Jody Scheckter]] war [[Tyrrell Racing|ar Tyrrell c'hwec'h-rod]] ha [[James Hunt]] war [[McLaren Racing|McLaren]]. A-raok Priz Bras Alamagn e oa sklaer evit an holl e c'hounezo Lauda e eil titl war ar renk, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet abaoe amzer [[Jack Brabham]] e [[1959]] ha [[1960]]. Koulskoude ne oa ket c'hoarvezet an traoù e-giz-se.
Linenn 24:
Diouzhtu war-lerc'h e wallzarvoud eo bet kemeret an diviz gant [[Enzo Ferrari]] da erlec'hiañ anezhañ gant [[Carlos Reuteman]], ar pezh zo bet bevet fall gant Lauda. Ouzhpenn-se, e lec'h klask tapout ar muiañ poentoù eus [[Jody Scheckter]] ha [[James Hunt]] e tiviz ar [[Scuderia Ferrari|Scuderia]] chom hep redek Priz Bras [[Aostria]] evit protestiñ a-enep doareoù ar galloud sportel o defe roet poentoù da [[James Hunt|Hunt]] en aferioù Prizioù Bras [[Spagn]] ha [[Breizh-Veur]].
 
Poulzet gant e c'hoant bevañ hag e c'hoant redek e tistro Lauda nemet c'hwec'h sizhunvezh goude e wallzarvoud, pa oa tremenet nemet daou redadeg. Daoust ma oa aonik ha memes maenet eo ur gwir haroz, o vezañ blenier Ferrari buanañ hag oc'h echuiñ ar redadeg e pevare plas. E redadegoù war-lerc'h e lak [[James Hunt|Hunt]] ar poentoù etrezo da vihanañ hag a-raok ar redadeg diwezhañ ne chom nemet 3 foent etrezo. Priz Bras diwezhañ ar gevezadeg a oa e [[Japan]], war troiad [[Menez Fuji]]. Titret mat e oa Lauda, ur plas a-dreñv Hunt, met glav a ra an devezh-mañ, ken spontus e tiviz Lauda da zilezel ar redadeg goude un dro, o soñjal e oa re zañjerus, dreist holl evitañ abalamour d'e zaoulagad digroc'hen. Hunt a c'hounez an titl gant ur poent dirak Lauda nemetken. Darvoudoù ar bloavezh-se zo bet kontet e film [[Ron Howard]] [[Rush (film, 2013)|Rush]] gant [[Daniel BrülhBrühl]] o c'hoari Lauda.
 
== Trec'hioù e kevezadeg bed ar Formulenn 1 ==