Niki Lauda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
 
=== Ferrari ===
[[Restr:Niki Lauda Ferrari 312T JPGP S 75 2.jpg|thumb|kleiz]] O adkemer nerzh goude bloavezhioù diaes a oa ar Scuderia, dinan beli Enzo Ferrari hag e letanant [[Luca di Montezemolo]]. Lauda a dap eil plas e redadeg kentañ gant Ferrari, ha trec'hiñ a ra tri redadeg goude, an trec'h kentañ evit Ferrari abaoe [[1972]]. Graet en deus 6 plas pol e-kerzh ar bloavezh met ur mesk etre mank a skiant-prenet ha kudennoù gant ar mekanik ne gas nemet un trec'h ouzhpenn. Echuiñ a ra 4{{e}} e renkadur ar vlenierien, ha souezhet en deus bed ar Formulenn 1 gant e gevezusted hag e labour evit gwellaat ar c'harr.
Ne grog ket mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1975|1975]] evit Lauda, goude pevar redadeg e zisoc'h gwellañ n'eo nemet ur pempvet plas met pa zegouezh ar Ferrari nevez, ar F312T e c'hounez pevar eus ar pemp redadeg war-lerc'h. Gounit a ra ar gevezadeg gant un trede plas en [[Italia]] pa c'hounez e genskipailher [[Clay Regazzoni]], o reiñ titl ar saverien da [[Scuderia Ferrari|Ferrari]]. Gounit a ra Lauda ur redadeg ouzhpenn a-raok fin ar gevezadeg, er [[Stadoù-Unanet]]. Ar bloavezh-se e tizh Lauda barenn ar seizh munutenn er [[Nürburgring|Nordschleiffe]]. Daoust ma c'hounez kalz n'eo ket a-bouez ruz evitañ : reiñ a ra e drofeoù d'e garrdi evit paeañ kempenn e garr.