Psamathe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Anaout a reer div vaouez anvet ''Psamate''( Ψαμἄθῃ, e gregach, diwar ψἄμμος, «traezh», ha θεια, «doueez») e mojennoù Hellaz kozh: #'''Psamate''' a oa un...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Mae 2007 da 04:33

Anaout a reer div vaouez anvet Psamate( Ψαμἄθῃ, e gregach, diwar ψἄμμος, «traezh», ha θεια, «doueez») e mojennoù Hellaz kozh:


  1. Psamate a oa un Nereidenn, karet gant Aiakos, ha mamm e oa da Fokos (Ovid XI, 398). En drajedienn Helen gant Euripides avat e oa dimezet da Proteus , roue Egipt.
  1. Psamate a oa merc'h da Krotopus, roue Argos. Karet e oa bet gant an doue Apollon, ha mamm e oa da Linus. Aon he doa rak he zad, ha roet he doa he mab Linus da vesaerien vagañ. Pa oa deuet bras ar bugel e voe drailhet gant chas. Psamate a voe lazhet gant he zad. Pa oa displijet an doue Apollon gant kement-se e kasas un tamm bosenn dalazhañ bugale Argos.

E troidigezhioù-se diwar Ovidius eo meneget an anv evel Psamanthe. Gwelout Ovid XI. [1]